Zayin
Neuz
(Adkaset eus Zayin (lizherenn))
[1][1]Seizhvet lizherenn meur a abjad semitek eo zayin (arm pe kleze), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, [[hebraek (ז), siriek (ܙ) hag arabek (ﺯ).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm ouzh hini ur c'hleze.
Distaget e vez (LFE) [z].
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek zeta Ζ, estruskek , latin Z ha kirillek З.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 7.
Unan us ar seizh kensonenn eo houmañ ma c'heller he skrivañ gant ur gurunennig anvet tagin.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |