Ynys Badrig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ynys Badrig eus an douar-bras.

Un enezenn en hanternoz da Ynys Môn eo Ynys Badrig, anvet diwar anv Padrig, sant meur Iwerzhon. Middle Mouse a vez graet anezhi e saozneg. Al lec'h hanternosañ eus Kembre eo. 207 metrad hed zo dezhi, ha 110 metrad led. 16 metr uc'h ar mor eo al lec'h uhelañ.

Mojenn[kemmañ]

Hervez ar vojenn e tilestras Padrig enni, hag alese ez eas d'an douar-bras da sevel iliz Llanbadrig.

Lakaet eo bet an enezenn e gwerzh e 2005.

Liammoù diavaez[kemmañ]