Yezhoù mongek-mienek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù mongek-mienek, ennañ 35 yezh [1] komzet e su Sina dreist-holl (Guizhou, Hunan, Yunnan, Sichuan, Guangxi ha Hubei) met ivez e lec'hioù all eus gevred Azia : e Thailand, Laos, Viêt Nam ha Myanmar abalamour d'ar repuidi staliet eno goude bezañ tec'het kuit diouzh Sina 300-400 vloaz 'zo.

Goude Brezelioù Indezsina e tec'has kuit meur a vongeger davet Aostralia, ar Stadoù-Unanet ha broioù all evel repuidi ha kavet e vez eno kumuniezhioù bras pe vrasoc'h.

E mandarineg e vez graet miáo (苗) ha yáo (瑶) eus ar yezhoù-mañ. Gant an dud a ra gant ar yezhoù-se avat e vez graet meo/hmu ha mong/hmong anezhe. Brudetoc'h evit ar re all eo ar ar stumm-mañ peogwir eo hennezh an hini a vez implijet evit ober diouzh o yezh o-unan gant ar gumuniezh repuidi vongeger a orin laosek aet d'en em staliañ er Stadoù-Unanet, daoust ha ma ne vez ket implijet an anv hmong met miao e Sina e lec'h ma kaver an darn vrasañ eus ar vongegerion o chom. Diouzh an tu all avat e vez implijet an termen yao evit ober dave d'ar vroad yao hag un anv sevenadurel an hini eo kentoc'h evit un anv yezhoniezh, rak ennañ e vez kavet tud o komz mieneg, yezhoù taoiiek-kadaiek, yieg koulz ha yezhoù mongek (pe miaoek). Gwelloc'h eo neuze implijout an termen Miened evit ober diouzh an dud a ra gant ar yezhoù yaoek pe mienek.

Rummatadurioù koshoc'h eus ar yezhoù a lakae ar yezhoù mongeg-mieneg e rummad ar yezhoù sinek-ha-tibetek, e lec'h ma vezont kavet c'hoazh e kalz rummatadurioù sinat. Gant kenasant yezhoniourien ar c'hornôg avat, hiziv an deiz, ez eont d'ober ur rummad disheñvel dioute-unan.

N'eo ket gwall sklaer penaos e rank bezañ renket ar yezhoù mongek-mienek, na zoken pet yezh ha pet rannyezh resis zo, dreist-holl abalamour ma'z int bet levezonet-bras peurliesañ gant ar yezhoù komzet tro-dro dezhe. Setu amañ an doare ma vez kinniget o renkañ gant Ethnologue:

Yezhoù unsilabennek eo ar yezhoù mongek-mienek evel an darn vrasañ eus ar yezhoù all komzet e Su Azia. Gante e vez implijet tonennoù kalz muioc'h evit yezhoù all er bed ha lod a gav dezhe e c'hellje bezañ bet dre bezañ levezonet gant ar re-mañ ma oa bet kroget yezhoù all komzet e Su azia d'ober gant tonennoù ivez, evel da skouer ar sinaeg, yezhoù tibetek-burmek all evel ar yieg, hag ivez ar yezhoù taiek, bet levezonet gantañ d'e dro war-lerc'h ar vietnameg.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Ethnologue