Yezh kemmesk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask



Ur yezh kemmesk a zo ur yezh savet diwar darempredoù stank etre div yezh (hag a-wechoù muioc'h) ha pa vez uhel live an divyezhegezh etre ar gomzerion.

N'eo ket kevatal ur yezh kemmesk d'ur yezh pidgin rak an dud a ra gant ur yezh kemmesk a zo barrek-tre war ar yezhoù orin, komzerion a-vihanig alies a-walc'h zoken, keit ha ma teu ur pidhin war wel m'emañ unan eus an daou du divarrek-tre war ar yezh all.

Disheñvel eo ivez ur yezh kemmesk diouzh ur yezh kreolek abalamour ma ne grogas ket ur yezh kemmesk evel pidgin er penn kentañ.

Orin ur yezh kemmesk a zo ar c'hemm-digemm yezhoù dibaouez a c'heller kavout gant tud barrek-tre war div yezh en ur gumuniniezh divyezhek, da skwer anv ar spanglish a ziskwel e z eo ar yezh-se ur c'hemmesk etre ar spagnoleg (saozneg "Spanish") hag ar saozneg ("English"). Meur a doare saozneg ez eus a-seurt se o chench hervez a lec'h m'emañ komzet dre implijout gerioù o tont eus ar yezhoù lec'hel, da skwer:

E gwirionez ez eus yezhoù a diskwel bezañ yezhoù kemmesk met o sellet pishoc'h e vez gwelet ez int kentoc'h ur yezh resis levezonet gant unan all, dreist-holl o kemer gerioù diouti evel as ar franglais (galleg gant kalz a c'herioù a orin saoznek).

Skwer gwellañ ur yezh kemmesk a rank bezañ ur yezh anvet michifeg, savet diwar ar galleg hag ar c'hreeg.

Setu un nebeut yezhoù kemmesk all: