Yezh vehikular
Neuz
Ur yezh vehikular, pe kedyezh, a zo un doare yezh, eeunaet alies a-walc'h, hag a dalvez evit ma c'hell tud gante meur a yezh disheñval komz kenetreze.
Ar c'hontrol a vefe ur yezh vernakular, komzet gant tud ur vro.
Skouerioù :
- Ar yezhoù implijet evit lidoù relijiel, evel ar latin, an arabeg...
- Ar saozneg en India, pe evit ar skiantourion, ar goñversanted, an douristed hiziv an deiz
- Al latin, e-pad an Henamzer ha pelloc'h c'hoazh etre Europiz desket
- Ar c'hoine henc'hresianek
- Ar swahilieg e Afrika ar Reter
- Ar sinaeg (mandarineg pe pǔtōnghuà) e Republik Poblel Sina
- Ar pidjinoù
- Ar galleg, hiziv an deiz, etre brezhonegerion dizesk war o yezh gant rannyezhoù disheñval