Yerba mate

Eus Wikipedia



Yerba Mate

Un doare kelen eo yerba mate kavet e darnioù istrovanel Amerika ar Su, e Paraguay, Uruguay, hanternoz Arc'hantina, Bolivia ha kreisteiz Brazil. Un evaj atizus, mate e anv a vez fardet gantañ.

Ur vodenn pe ur wezenn vihan eo an yerba mate. Tizhout a c'hell 15 metr ha atav glas e vez he deil. He bleuñv a zo gwenn ha bihan gant peder petalenn. Bouloù-kelen ruz, 4-6 mm o zreuzkiz, a gendalc'h-hi.


Gounezerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Amerika ar Su e vez gounezet yerba mte dreist holl. Ar broioù pennañ ouzh he c'henderc'hel a zo Paraguay, Uruguay, Arc'hantina (proviñsoù Corrientes ha Misiones), Brazil (stadoù Rio Grande do Sul ha Paraná). Gant ar waranied e veze gounezet da gentañ, met perc'hennet e voe neuze gant ar jezuited a skignas hec'h arver e-touez an europeiz.

Pa vez eosted ar ar yerba mate e vez sec'het ar skourioù, a-us un tan wechoù'zo. Goude-se e vez torret an deil ha, wechou'zo, ar skourioù.

Kenaozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yerba mate e vez kavet ksantin, un doare alkaloid heñvel tre ouzh Kafein, teofilin ha teobromin. Un efed atizus he-deus met hep diazezamantoù ar gafein.

Enderc'hel a ra ivez yerba mate manyezyom, potasyom ha manganez

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mate

Tereré

Ilex guayusa



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.