Wikipedia:Pennad heñchañ

Eus Wikipedia

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Sturlevr eeun


Digoradur[kemmañ ar vammenn]

Un doare sturlevr eo ar pennad-mañ m'eo bet kenstrollet hag eeunaet ennañ ar reolennoù pennañ hag a dalvez da diazez ar Wikipedia. Pa doujer oute e vezer sur da sevel pennadoù gante perzhioù mat o klotaat gant pennaenoù diazez ar raktres hag evel-se e c'heller mont e-biou da dabutoù didalvez.

Skridaozañ[kemmañ ar vammenn]

+ Chom neptu: Sevel pennadoù hep lakaat ur sav-poent da bouezañ muic'h evit reoù all (Gwelit ivez: Chom neptu)


+ Embann titour gwiriekaet nemetken: Diwall ra c'hello bezañ gwiriekaet an holl titour embannet.


+ Chom hep embann ha/pe dielfennañ enklaskoù dibar: Ne ranker ket implijout ar wikipedia evit brudañ ha/pe dielfennañ damkaniezhioù, titour, arguzennoù ha kealoù diembann. (Gwelit ivez: Pemp politikerezh diazez)

+ Bezañ dizaon : Embann, kemmañ, adlec'hiañ ha bremanaat ar pennadoù hep aon rak faziañ - n'eus netra n'hall bet bezañ renket war ar wikipedia.


+ Bezañ seven atav : Arabat tagañ ha kunujenniñ an implijerion/ezed all ez-personel e mod ebet (Gwelit ivez: Pennaenn diazez Niv. 2);


+ Treiñ kein d'an holl reolennoù : Bez' e c'heller treiñ kein da bep reolenn estreget ar pemp pennreolenn mar vez ezhomm (Gwelit ivez: Pemp politikerezh diazez);


+ Kaozeal : Bewech ma ne vezer ket sur petra ober, mont da lakaat da evezhiadennoù war ar bajenn gaozeal. Amzer zo - gortoz pell, gortoz gwell! Daoust ha ma c'hell an neb kemmañ danvez ur pennad hep goulenn aotre an hini pe ar re bet boulc'het ar pennad gante ha bet labouret warnañ betek-hen, pennaenn mont-en-dro diazez ar wikipedia eo an doujañ evit ar re all hag ar c'henemglev hag aezetoc'h eo evit an holl kompren ha degemer kemmoù bet graet gant tud all pa vezont displeget mat da gentañ ha gortozet ali tud all. N'eo ket dav avat goulenn ali ar re all evit kas da benn reizhadennoù munut, da skouer evit reizhañ fazioù yezhadur.


+ Reiñ abegoù : Un dra vat eo displegañ berr-ha-berr abegoù ar c'hemm-mañ'r-c'hemm er voestig "Diverrañ" a-raok o embann. Reiñ displegadennoù hiroc'h mar vez ezhomm war ar bajenn gaozeal o resisaat petra a zo bet kemmet ha perak.


+ Kalon vat : Krediñ adal ar penn-kentañ emañ an implijerion/ezed all o labourat evit mad ar raktres nemet ma sav prouennoù sklaer o lakaat war wel ar c'hontrol;


+ Kemmañ-digemmañ : Arabat adlakaat an destenn dres evel ma oa hep displegañ perak ha dreist-holl doujañ da Reolenn an tri embann renk-ouzh-renk nemet e vefe evit reizhañ taolioù vandalerezh (mont diouzhtu e darempred gant ur merour ha goulenn outañ stankañ ar vandal);


+ Bezañ brokus : Ret eo bezañ digor ha brokus e-keñver ar pezh a vez degemeret ha strizh gant ar pezh a vez graet. Klask kompren sav-poen ar re all atav en ur chom seven ha simpl.


+ Sinañ : Un dra vat eo sinañ an degasadennoù embannet war ar pajennoù kaozeal dre ouzhpennañ ~~~~ (alt+126). Arabat sinañ er pennadoù pennañ o-unan avat;


+ Rakwelet : Klikañ war "rakwelet" a-raok enrollañ ur c'hemm pe un degasadenn da vat evit ma vo sklaeroc'h ar c'hemmoù war ar bajenn "kemmoù diwezhañ";


+ Krafioù o tennañ d'an Diazezadur : N'eus nemet pemp pennreolenn strizh pa labourer war ar wikipedia: chom neptu; lisañs evit mann; raktres digor d'an holl; aotroniezh Jimbo Wales ha Kuzul-merañ an Diazezadur Wikipedia evit krafoù a denn da argerzhadurioù. Neb a sav a-enep krenn d'ar pennaennoù diazez-mañ e ranko en em c'houlenn hag-eñ eo hennezh ur raktres dereat evit ma labourfe warnañ. Daoust ha ma n'eus netra n'hall ket bezañ kemmet war ar wikipedia e ranker anzav eo bet krouet ar pennaennoù-mañ gant ar gumuniezh a-hed ar bloavezhioù etre meur a hini ha sur mat ne vint ket kemmet a-daol-trumm bremañ nag en dazont tostañ. Klask labourat e framm ar pennaennoù diazez-mañ a-raok klask o c'hemmañ pe mont kuit. (Sellit ivez ouzh: Jimbo Wales Diazezadur Wikipedia er wikipedia e saozneg)


+ Doujañ d'ar gwirioù-aozer/ez atav

Gwelit ivez[kemmañ ar vammenn]