Wikipedia:N'eo ket wikipedia ur geriadur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps korganizer.svg

Politikerezh ofisiel


Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ.




Nuvola apps korganizer.svg

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.


N'eo ket wikipedia ur geriadur


Berr-ha-berr[kemmañ]

Diorren a ra ar pennad-mañ unan eus diazezoù pennañ ar wikipedia (dave: Wikipedia)

Mat eo kregiñ ur pennad gant un despizadur pe un deskrivadur sklaer diwar-benn dodenn ar pennad, evel-just.

Tennañ a ra ar politikerzh pennañ-mañ avat da bennadoù enne despizadurioù gerioù hepmuiken, hep titour holloueziadurel ebet.

Ne glotae ket pennadoù a-seurt-se gant unan eus pennaenn diazez ar raktres, da lâret eo n'eo ket wikipedia ur geriadur

Skouerioù[kemmañ]

Jedoniezh: skiant ar jediñ.”
Jedoniour: un den hag a studi ar jedoniezh.”
Matematik: ur ger all evit jedoniezh.”
Evn: ur ger all evit labous implijet e lec'hioù 'zo'”

Diskoulmoù[kemmañ]

  • Sevel adkasoù ha skarzhañ ar pennad – talvoudus dreist-holl evit heñvelsterioù ha stummoù rannyezhel, da skouer “Matematik” > “Jedoniezh” (pe vice versa)
  • Sevel adkasoù ha klask enteuziñ gant pennadoù bet krouet dija – talvoudus dreist-holl evit heñvelsterioù ha stummoù rannyezhel pa ranker ozupennañ resisadurioù munut o tennañ da implijoù resis ar stumm-mañ'r-stum, da skouer “Matematik” > “Jedoniezh” hag ouzhpennañ er pennad “jedoniezh” dindan un ispennad “matematik”: “stumm erbedet/implijet gant Diwan”.

Wikeriadur[kemmañ]

Ur wiki brezhonek all zo bet savet a-ratozh-kaer evit talvezout da c'heriadur Wikeriadur: s.o. pajenn degemer ar wikeriadur amañ.

Pennadoù berr[kemmañ]

N'eo ket hirder ar pennad hag a laka anezhañ da vezañ renket evel ur pennad geriadurelmet an doare m'eo bet savet.

Ur pennad ha c'hell bezañ berr, pe berr-tre (“stub” a vez graet oute e saozneg) zoken, ha savet mat memestra.

Peurliesañ avat ez eus tu da diorenn pennadoù berr-tre dre ouzhpennañ titour holloueziadurel.

Gwelet ivez[kemmañ]

N'eo ket wikipedia ur yezhadur[kemmañ]

N'eo ket wikipedia ur yezhadur nag un dornlevr diwar-benn implijoù ar yezh. Bez' e c'hell ar pennad-mañ'r pennad reiñ titour yezhadurel, termenadurel hag all e korf ur pennad, met erbedet e vez chom hep sevel pennadoù a-ratozh-kaer enne titour a seurt-se hepmuiken.

Skouerioù[kemmañ]

Peurliesañ e c'hell seurt pennadoù bezañ enbarzhet e pennadoù all (bet krouet dija pe da grouiñ) pe c'hoazh diorroet evit ober dioute pennadoù a-feson hag a glotae gant pennaennoù diazez ar raktres.

"Meur: kalz a + liester met meur a + unander"
Diskoulm: Diverkañ ar pennad.
"Paotred Mari-Robin: termen implijet dre gomz a-wezhoù evit envel an archerion"
Diskoulm: Ouzhpennañ d'ar pennad "Archerion".

Liammoù diavaez[kemmañ]