Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin kembraek

Eus Wikipedia
DIVIZ
(N'eo ket hemañ ur politikerezh ofisiel, met erbedet e vez ouzh an holl doujañ outañ evit gallout kas ar raktres war-raok.)

Dre ma ne sav nemet un implijer a-du gnt un doare-ober disheñvel e kavan gwell kenderc'hel da lakaat e pleustr ar boaz bet lakaat da dalvezout betek-hen war ar wikipedia-mañ e degouezhioù heñvel ouzh hemañ, da laret eo implijout ar stummoù orin kembraek atav evit envel pennadoù.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ar merour Neal evit klask dont a-benn da dizhout ur genemglev al ledanañ ar gwellañ evit diskoulmañ un dizemglev o tennañ d'an doare da envel ar pennadoù o tennañ da dud istorel kembraek o anv orin.

Kinniget e vez ivez war un war un dro astenn an divizoù tizhet war an dachenn-mañ d'an holl bennadoù gante anvioù kembraek da ditl, pa vezont tudennoù istorel pe get.

N'en deus ar merour ali personel ebet da reiñ war ar c'hraf-mañ haa n'en deus ket kemeeret perzh er c'haozeadennoù diwar e benn. O klask mont e-bioù d'ur brezel-embann avet eo bet kavet gantañ avat lakaat e pleustr un diviz da c'hortoz o plediñ gant ar boazioù doujet oute an aliesañ war ar wikipedia en degouezhioù heñvel, da lâret eo implijout stumm kembraek e titl ar pennadoù pennadoù, en ur zoujañ ouzh an adkasoù davet ar pennadoù-se savet gant stummoù disheñvel. Evit klask sioulaat an traoù e peder ouzh an holl doujañ ouzh an diviz da-gortoz-se betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, a-hendall e ranko bezañ prennet ar pennadoù da c'hortoz ha stanket e ranko bezañ kont an implijerion/ezed a glaskfent lakaat an traoù da vont war drenkaat.

Implijet ar bajenn-gaozeal stag ouzh homañ evit reiñ ho soñj en ur zegas arguzennoù.

Betek-hen e tenn ar gudenn d'ar pennadoù-mañ: