Rhodri Molwynog ap Idwal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Rhodri Molwynog ap Idwal (690 - 754) mab da Idwal Iwrch hag Angharad Breizh, a oa roue Gwynedd war-lerc'h e dad. Roue ar Vrezhoned a vez graet anezhañ en Annales Cambriae . N'ouzer ket nemeur a dra diwar-benn e vuhez ha n'eo ket sur pegoulz e oa bet lakaet da roue.

Daou vab en doa: Cynan Dindaethwy ap Rhodri, ha Hywel ap Rhodri Molwynog. N'ouzer ket perak e voe Caradog ap Meirion, kenderv a bell dezhañ, an hini a voe roue war e lerc'h.

Mojenn[kemmañ]

Hervez ar vojenn en-dije dalc'het Dumnonia kent bezañ kaset kuit gant ar Saksoned met ne seblant ket gwir. Iskis eo anv e vamm: Angharad n'eo ket un anv a gaved e Breizh.

Strivet en dije da vogeriañ Enez Mon. Gourdrouzet e oa holl rouantelezhioù Kembre gant Æthelbald Mercia ha ne seblant ket rouaned Gwynedd bezañ bet gouest da aozañ ergerzhioù-brezel d'ar mare-hont.

En e raok:
Idwal Iwrch
Roue Gwynedd
thum)

720 - 754
War e lerc'h:
Caradog ap Meirion

Pennad kar[kemmañ]