Wieringermeer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Wieringermeer
Banniel Wieringermeer
Ardamez Wieringermeer
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Wieringermeer (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur polder e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 307,76 km² eo gorread Wieringermeer (douar : 194,95 km², dour :12,81 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 12 611 annezad enni. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Wieringermeer : Kreileroord, Middenmeer, Slootdorp, Wieringerwerf. Dont a ra anv Wieringermeer eus anv lenn Wieringen, a oa anezhi da vare ar Grennamzer.

Istor[kemmañ]

Iliz Christus Koning e Wieringermeer

Wieringmeerpolder a zo ur polder a voe savet e 1927. Sañset e oa da vezañ savet pa vefe bet echu Afsluitdijk, met abretaet e vo ar chanter peogwir e fazie douaroù. Fardelloù ar polder a voe savet er Zuiderzee. Ar fardelloù a ranke neuze bezañ solut a-walc'h da dalañ ouzh nerzh ar mor. Dizouret e voe ar polder penn-da-benn d'an 21 a viz Eost 1930. E 1934 e c'hallas an dud implijout an douar, ha peder c'hêriadenn a voe savet war ar polder : Slootdorp (1931), Middenmeer (1933), Wieringerwerf (1936) ha Kreileroord (1957). Lakaet e voe Wieringermeer da gumun dizalc'h d'ar 1añ a viz Gouere 1941. Pa voe aloubet an Izelvroioù gant an arme nazi e tivizas ur c'homandant ma vefe distrujet fardell Wieringermeer : beuzet e voe Wieringermeer d'ar 17 a viz Ebrel 1945. Ne voe lazhet den ebet, ha tamm-ha-tamm e teuas ar polder war wel en-dro. Lod brasañ ar pezh a oa bet savet er bloavezhioù 1930 a voe distrujet avat. Buan e voe adsavet an traoù, hag e fin 1945 e voe dizouret ar polder ha savet en-dro an tiez, ar pontoù hag an hentoù.

Kuzul-kêr[kemmañ]

E kuzul-kêr Wieringermeer ez eus 15 dileuriad :

  • CDA - 4 dileuriad
  • VVD - 4 dileuriad
  • Gemeente Belangen Wieringermeer - 2 zileuriad
  • PvdA - 2 zileuriad
  • ChristenUnie - 1 dileuriad
  • Independent - 1 dileuriad
  • Progressief Wieringermeer - 1 dileuriad

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.