Wiera Gran

Eus Wikipedia
Wiera Gran
Wiera Gran
Wiera Gran e 1946
Anv badez Weronika Grynberg
Lesanvioù Wiera Gran

Vera Gran
Viera Green
Sylvia Green
Mariol

Deiziad ganedigezh 20 a viz Ebrel 1916
Aet da anaon 19 a viz Du 2007 (91 vloaz)

Pariz, Bro C'hall

Lec'h ganedigezh Rusia
Bro Polonia
Micherioù Kanerez
Bloavezhioù arz 1934-2007


Wiera Gran pe Weronika Grynberg ganet d'an 20 a viz Ebrel e Rusia 1916 hag aet da anaon d'an 19 a viz Du 2007, a oa ur ganerez polonat yuzev. E-pad an Eil brezel-bed e kane an tango e geto Varsovia, en ostaleri Sztuka. Meur a bladenn he deus graet gant an anvioù Sylvia Green, Wiera Green.

Ganti e sone ar pianoour Janina Pruszycka.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tamallet e voe dezhi, e 1945, gant an aktour Jonas Turkow hag ar politikour Adolf Berman, labourat evit ar Gestapo e-barzh geto Varsovia hag er-maez, en Hotel Polski. Prosez a voe e 1947 dirak ar Sąd Obywatelski przy Centralnym Komitecie Żydów Polskich (Lez Keodedourien Poellgor kreiz Yuzevien Pologn), barnet e voe e 1949 ha lezet da vont dre ziouer a brouennoù.

Goude ur pennad en Israel e teuas da chom da Bariz. E 1980 ec'h embannas ul levr, Sztafeta Oszczerców, ma kont penaos e oa c'hoarvezet an traoù, hervezi, ha ma lavar eo Jonas Turkow a genlaboure gant ar Gestapo. E Pariz e varvas e 2007.

Wiera Gran e Pariz e 2003

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]