Brozh verr
Arabat eo droukveskañ gant sae verr. |
Berrvrozhioù |
Brozh verr, berrvrozh a reer eus ur vrozh (brozhioù, brezhier, el liester), da lavarout eo ur pezh dilhad a ziskenn a-hed ar c'horf adalek an dargreiz, ha ne dap ket izeloc'h eget an daoulin.
Strizh e vez ar brezhier berr peurvuiañ, met war zigeriñ e c'hallont bezañ ivez.
Berroc'h c'hoazh eget ar berrvrozhioù zo : ar brozhioùigoù berr-berr.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Henamzer e veze gwisket brezhier berr gant ar wazed.
En XXvet kantved e oa kroget giz ar brezhier berr. E kabared ar Folies Bergère e Pariz e 1926 e touge Josephine Baker ur vrozh verr graet gant bananez. Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1960 koulskoude evit gwelout ar c'hiz-se oc'h en em skignañ dre Europa.
|
|
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezhier berr a vez douget gant ar merc'hed e sportoù zo, evel an tennis.
Adalek ar bloavezhioù 1940 da vihanañ e voe gwelet brezhier berr gant ar sportourezed.
Lavaret e vez ez eo kresket niver ar sellerien abadennoù tennis er skinwel abaoe m'eo berraet kalz brezhier ar merc'hed.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) Bianca Lang, Tina Schraml, Lena Elster: Der Minirock. Die Revolution - Die Macher - Die Ikonen. Edel-Edition, Hamburg 2009, ISBN 978-3-941378-05-6.