Brozh verr
Ur vrozh verr zo ur vrozh, da lavarout eo ur pezh dilhad a ziskenn a-hed ar c'horf adalek an dargreiz, ha ne dap let izeloc'h eget an daoulin. Arabat droukveskañ gant ur sae verr.
Un doare berr-berr zo d'ar vrozh verr, da neuze e teu da vout ur vrozhig berr-berr.
Strizh e vez ar brezhier berr peurvuiañ, met war zigeriñ e c'hallont bezañ ivez.
Istor [kemmañ]
En Henamzer e veze gwisket brezhier berr gant ar wazed.
En XXvet kantved e oa kroget giz ar brezhier berr. E kabared ar Folies Bergère e Paris e 1926 eo ur vrozh verr graet gant bananez edo Joséphine Baker o tougen . Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1960 koulskoude evit gwelout ar c'hiz-se oc'h en em skignañ dre Europa.
Sportoù [kemmañ]
Brezhier berr a vez douget gant ar merc'hed e sportoù zo, evel an tennis. Adalek ar bloavezhioù 1940 da vihanañ e vo gwelet brezhier berr gant ar sportourezed. Lavaret e vez ez eo kresket niver ar sellerien abadennoù tennis er skinwel abaoe m'eo berraet kalz brezhier ar merc'hed.
Lennadurezh [kemmañ]
- (de) Bianca Lang, Tina Schraml, Lena Elster: Der Minirock. Die Revolution - Die Macher - Die Ikonen. Edel-Edition, Hamburg 2009, ISBN 978-3-941378-05-6.