Vijil

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Ober vijil a zo sentiñ ouzh reolenn an Iliz katolik a lavare d'ar gristenien , betek ar bloavezhioù 1960, chom hep debriñ kig d'ar Gwener, hag e-pad ar C'horaiz. Debret e veze pesked ha vioù e-lec'h kig. Ne oa ket gwir da zebriñ soubenn ma oa bet kig enni. Soubenn vijil a oa soubenn legumaj, hep druzoni.

Sentet e veze ouzh ar reolenn gant ar gristenien, ha ma ne raent ket e rankent diskleriañ ar pec'hed-se pa'z aent da gofesaat. E predoù ar skolioù kristene veze sentet rik ouzh ar reolenn-se.


[kemmañ] Dizoueegezh

Plijadur an dud dizoue pe enepkloer a veze aozañ frikoioù d'an deizioù-se hag o brudañ da ziskouez o enebiezh ouzh an Iliz.

[kemmañ] Krennlavaroù

  • Ar Gwener, Devezh peñver.

[kemmañ] Menegoù

  • Soubenn besk, soubenn fresk, Soubenn vijil alies, er ganaouenn Kavet 't eus da saout 'ta Yannig.