Vijayanagara

Eus Wikipedia
Vijayanagara en impalaeriezh Vijayanagara

Vijayanagara e oa kêr-benn Impalaeriezh Vijayanagara, un impalaeriezh a oa su India dindani er XIVvet ha XVvet kantved.

Gant 500 000 annezad war-dro ar bloaz 1500 e oa an eil gêr vrasañ er bed d'ar c'houlz-se war-lerc'h Beijing (hanter vrasoc'h eget Pariz).

Ar gêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer treiñ an anv gant "Kêrdrec'h", diwar vijaya (trec'h) ha nāgara (kêr). Dre ma oa kêr-benn brasañ ha galloudusañ rouantelezh India d'ar c'houlz-se e tesachas tud eus ar bed a-bezh.

Dismantroù ar gêr zo bet lakaet da C'hlad bedel gant an UNESCO, anavezet evel Dismantroù Hampi en degouezh-se. Er bloavezhioù diwezhañ-mañ ez eus deuet nec'h gant an droug graet da lec'hienn Hampi abalamour da dremeniri karbedoù ponner ha d'ar pontoù savet tro-war-dro. Sellet e vez bremañ ouzh Hampi evel ur Glad Bedel en arvar.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]