Verney-Carron Sagittaire

Eus Wikipedia
Verney-Carron Sagittaire
Skeudenn ar pennad Verney-Carron Sagittaire

Ur fuzuilh Verney-Carron Sagittaire personalizaet, dezhi un draen nemeti
Kinnig
Bro Bannielm Frañs Bro-C'hall
Mont en-dro Fuzuilh da wintañ, daou ganol dreistlakaet
Munisionoù Kalibr 12
Produer Verney-Carron
Mare implij Abaoe 1966
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 2,95 kg
Hirder 1.140 mm
Hirder ar c'hanol 700 mm
Perzhioù all
Hed-tenn d'ar muiañ 100 m
Hed-tenn pleustrek 30 m
Endalc'h 2 gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Sagittaire zo ur fuzuilh-chase daou ganol flour dreistlakaet gall produet e Saint-Étienne gant an embregerezh Verney-Carron abaoe 1966. E-touez an armoù-chase anavezetañ ha poblekañ emañ e Bro-C'hall.

Istor ha deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar fuzuilh dreistlakaet gall kentañ produet a-rummadoù e oa ar Sagittaire. Berzh a reas buan a-walc'h e bed ar chaseourien ha doublet e voe an niver produet etre 1970 ha 1975. Gwerzhet e vez c'hoazh e 2023 dindan adstummoù disheñvel : Polynox (priz izeloc'h), Bécassier, Grand Bécassier hag Ultra-léger. Bezañ zo ivez eus ur garabinenn anvet Sagittaire Express war gatalog ar merk.[1]

Tro 500.000 skouerenn eus ar Sagittaire a zo bet gwerzhet abaoe 1966.[2]

Teknik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Sagittaire zo ur fuzuilh kalibr 12 doare Anson & Deeley (gwikefre ijinet e 1875 er Rouantelezh-Unanet). Armet e vez ar skoerioù pa vez serret ar fuzuilh. Daou zraen a zo dezhi (unan ral a-wech), ha gwintet e vez gant un alc'hwez enbarzhet er pontig. Ur viz a zo e penn ar c'hanol a-us. He lamm doare saoz pe hanter-bistolenn zo e koad-kraoñ.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pajenn ar Sagittaire war lec'hienn Verney-Carron (gwelet d'an 10/02/2024) (galleg)
  2. Hervez Guillaume Verney-Carron (rener an embregerezh) en diell Visite de la Manufacture Verney-Carron à Saint-Étienne, 04/04/2020, (galleg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan