Mont d’an endalc’had

Varlam Chalamov

Eus Wikipedia
Poltredoù gant an NKVD -1937)

Varlam Tic'honovitch Chalamov (ruseg : Варлам Тихонович Шаламов) zo ur skrivagner rus ganet d'an 18 a viz Mezheven 1907 e Vologda ha marvet d'ar 17 a viz Genver 1982 e Moskov.

Beleg reizhkredenn e oa e dad, hag abalamour da se en doe bec'h goude Dispac'h Rusia 1917.

N'hallas ket Varlam Chalamov kenderc'hel gant e studioù uhel e Vologda, ma rankas mont da Voskov. Perzh a gemeras en ur bodad trotskiourien enebet ouzh galloud Jozef Stalin, ha skignañ a reas, e kuzh, al Lizheroù da Gendalc'h ar Strollad, anvet diwezhatoc'h Testamant Lenin, ma lavare an oberour diwall rak Stalin e penn ar Strollad. Harzet e voe d'an 19 a viz C'hwevrer 1929 ha kaset da dremen tri bloaz e kamp-labour Vichera, en Oural.

E 1932 e tistroas Chalamov da Voskou, ma labouras evel kelaouenner. Adarre e voe kaset d'ar Goulag gant ar Spurjadegoù Bras d'ar 1añ a viz Genver 1937, goude harzet abalamour d'e « oberiantiz trotskiour enepdispac'hel », kondaonet da 5 bloaz, kaset da g-Kolyma, e reter pellañ an URSS


E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an embannadurioù gallek :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]