Vandalerezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur skouer a vandalerezh, unan eus Boudaoù Bamiyan bet distrujet gant an Dalibaned en Afghanistan

Gant ar ger vandalerezh e venner deskrivañ ar freuz, pe an holl zistrujoù, pe oberoù gwasterezh diabeg, a vez kaset da benn war madoù foran pe prevez. Peurliesañ ez eo ar savadurioù pe ar madoù diloc'h a vez skoet gant ar vandalerezh, lec'hiennoù naturel, dielloù pe oberennoù arz, ha kement tra a ra identelezh ur sevenadur, e c'hlad peurgetket. Er yezh pemdez avat e vez implijet evit seurtoù gwasterezh all.

E damm hent en istor en deus graet ar ger-mañ abalamour d'an implij zo bet graet anezhañ gant an istorourien gristen dieubet gant Bizantion pa voe sujet ha lakaet da sklaved ar Vandaled trec'het ganto goude diskar rouantelezh "barbar" Kartada e 536; heskinet e oa bet tud an iliz roman gant ar Vandaled a oa Arianed anezho.

Deskrivadur[kemmañ]

Dre vras e vez graet vandalerezh eus un taol gaou bet graet evit ar blijadur da noazout ouzh an nesañ. Implijet e vez an termen, da skouer, evit ober anv eus kemmoù n'int ket bet aotreet pe en enep da c'hoantoù an dud dre vras.


War ar Genrouedad[kemmañ]

Gant diorroidigezh ar Genrouedad ez eus bet kemmet alies, hep aotre, pajennoù Web. En degouezh-mañ e vez graet gant vandalerezh evit ober anv eus emzalc'h un den a fell dezhañ noazout a-ratozh-kaer ouzh ul lec'hienn. Alies e vez graet en ur gas da benn tagadennoù bras.

Wikipedia[kemmañ]

War Wikipedia n'eus ket kalz a vandalerezh peogwir e c'hall bezañ gwelet aes ha dizarbennet fonnus.
Padal e vez kalzig a dabutoù, pa sav dizemglev etre an dud diwar-benn danvez pennad pe bennad.

Lenn ivez Petra ober pa vez un taol vandalerezh war Wikipedia?

Istor[kemmañ]

Evit doare eo bet implijet ar ger-mañ evit ar wech kentañ e-pad an dispac'h gall d'an 10 a viz Genver 1794 gant Henri Grégoire, eskob bonreizhel Bleaz, en e zanevell bet kaset d'ar Gonvañsion ma implije ar ger-se evit ober anv eus emzalc'hioù lu ar Republik.

A-hed an istor eo bet implijet an distruj monumantoù bet savet gant ar renadoù kent da arouez ar cheñchamant galloud.

E-touez an degouezhioù vandalerezh nevez a-walc'h emañ an distruj monumantoù en Unaniezh Soviedel goude diskar ar renad ha distruj an delwennoù boudaat en Afghanistan gant an Dalibaned. Bez' emañ ivez an distruj monumantoù muzulman en ez-Yougoslavia asambles gant an dismatroù otoman o deus merket buhez ar rannved-se etre 1299 ha 1699.