Valhalla (mitologiezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Walhalla" (1896) gant Max Brückner.
An doue Heimdall a ward dor ar Walhalla. Dornskrid eus Island, XVIIvet kantved, mammenn : Skol-uhel Árni Magnússon en Island.

Er vitologiezh c'herman, ar Walhalla (a-wezhioù Valhöll pe Valhalla, pe Valhalle), eo al lec'h ma vez kaset ar vrezelourien galonek gant ar Valkiriezed. Ar baradoz Viking eo, e kalon rouantelezh an doueed, « palez Asgard » ma ren Odin.

Ar Walhalla zo 640 dor outañ, treustoù graet gant goafioù ha skoedoù e-lec'h teolioù[1]. Eno, ar vrezelourien zilennet, anvet Einherjar, zo laouen : diouzh an deiz en em gannont hag e lazhont an eil re ar re all, hag e tasorc'hont da gregiñ en-dro. Diouzh an noz e evont laezh ar c'havr Heidrun hag e tebront kig ar pemoc'h-gouez Saehrimnir hag e c'hoariont. Servijet e vezont gant ar Valkiriezed hag an hini yaouankañ eus an Norned. Odin na ra ken evañ, hag a ro ar boued d'e vleizi, ha Loki a gemer perzh er banvez ivez. Gortoz a ra an holl an deiz ma sortiint eus c'hwec'h kant ha daou-ugent dor ar Wahlalla e steudadoù eizh kant evit stourm er brezel diwezhañ a-enep Loki, ar bleiz Fenrir, hag enebourien niverus : deiz ar Ragnarök.


Notennoù[kemmañ]

  1. Edda e komz-plaen, 1991, notennoù gant François-Xavier Dillmann, notenn 2 rannbennnad 40 : Le nombre des portes du Valhöl est donc de six cent quarante, puisqu'il est certainement question ici de la "grande centaine germanique".