Mont d’an endalc’had

Valentín Paz-Andrade

Eus Wikipedia
Paz Andrade, Carlos Casares ha Ramón Cabanillas e Pontevedra.

Valentín Paz Andrade (Pontevedra, 1899 - Vigo, 1987) a oa ur skrivagner, armerzhelour ha politikour eus Galiza a oa gouestlet dezhañ Devezh al lizhiri galizek e 2012.

E 1921 e oa tapet e aotreegezh war ar Gwir gantañ er Skol-Vreur Santiago de Compostela ha d’ar 1922 e oa rener ar gazetenn Galicia. Diario de Vigo. E 1934 e krog da stourm er Partido galeguista hag en deus kemeret perzh e skridaozerezh statud emrenerezh Galiza. E-pad ar Brezel diabarzh Spagn e rankas tec’hel. Diwezhatoc’h e oa harluet e Verín, Castro Caldelas, A Pobra de Trives ha Villanueva de la Serena (e proviñs Badajoz) Goude ez eo bet unan eus diazezerion an embreregezh Pescanova, ha d'ar 1960 e teuas da vezañ prezidant anezhi. Bet e oa bet teknikour war ar pesketaerezh ar FAO en Amerika hag ezel an Skol-uhel Ar'hantina ar produerezh (Instituto Argentino de la Producción). Ezel e oa ivez eus an Akademiezh ar skiantoù Galicia[1] hag eus Akademiaezh roueel Galicia[2]. War un dro en deus darempredet kelc'hioù galizegour ha kenlabourat a rae gant ar gelaouenn Grial, hag er c'hazetennoù El País, La Vanguardia, El Faro de Vigo ivez. E votadegoù 1977 e voe dilennet senedour e proviñs Pontevedra e-barzh al listenn Candidatura Democrática Galega.

  • Galicia como Tarea (1959). (es)
  • La anunciación de Valle-Inclán (1967). (es)
  • La marginacíón de Galicia (1970). (es)
  • A galecidade na obra de Guimarães Rosa (1978). (gl)
  • Castelao na luz e na sombra (1982). (gl)
  • Galiza lavra a sua imagem (1985). (pt)
  • Transferencias etnológicas de Galicia (es)

Diwar-benn aferioù pesketa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Los puertos nacionales de pesca. Aportacíón de Vigo al estudio del problema (1928). (es)
  • Producción y fluctuación de las pesquerías (1954). (es)
  • Sistema económico de la pesca en Galicia (1958). (es)
  • Los derechos sobre el espacio marítimo (1960). (es)
  • El capital como factor del desarrollo de Galicia (1970). (es)
  • El concepto de zona económica en el nuevo derecho del mar (1974). (es)
  • Soldado da morte (1921). (gl)
  • Pranto matricial (1954) (gl)
  • Llanto materno (1955). (es)
  • Sementeira do vento (1968). (gl)
  • Cen chaves de sombra (1979). (gl)
  1. Academia Galega das Ciencias
  2. Real Academia Galega

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.