El País

Eus Wikipedia

El País (ar pezh a dalvez kement hag "Ar Vro" e spagnoleg) zo ur pemdezieg spagnol. Savet e voe e 1976 ha diazezet eo e Madrid. Embann a ra ez eo "ur gazetenn spagnolek evit ar bed a-bezh".

E-kichen ar pemdezieg war baper, a vez gwerzhet e Spagn hag e broioù spagnolek all, ez eus embannadurioù spagnolek ha saoznek a gaver war Internet.

Perc'hennet eo El País gant ar strollad PRISA, zo perc'henn war meur a gazetenn, a chadenn skinwel hag a radio e stad Spagn.

E-touez an dud anavezet a skriv pennadoù er gazetenn emañ ar skrivagner Mario Vargas Llosa.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]