Urraca Zamora

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Urraca zo ivez.
Urraca de Zamora, skeudenn embannet er gelaouenn Zamora Ilustrado, e 1882.

Urraca de Zamora pe Urraca Fernandez (León, 1033 - León, 1101)[1]. a oa infantez Rouantelezh León.

Merc'h e oa da Fernando Iañ León "o Grande" ou "O Magno" (c. 1016 - 27 a viz Kerzu 1065) ha d'e bried Sancha Iañ León (1016 - 7 a viz Du 1067) .

Pa varvas he zad e tegouezhas dezhi kêr Zamora hag an trowardroioù.

Hêrezh[kemmañ]

A-raok da Fernando mervel e rannas e rouantelezhioù etre e bemp bugel:

Kartenn bolitikel eus hanternoz Ledenez Iberia war-dro 1065 ma weler Rouantelezh Galiza, Rouantelezh León, ha Rouantelezh Kastilha.

Zamora[kemmañ]

Pan eas Urraca da chom da Zamora, ec'h annezas kastell Zamora, pevar zour outañ; en tour a zo bet miret emañ ar Museo Baltasar Lobo hiziv.

Maeronez armoù Rodrigo Díaz de Vivar, ar Cid Campeador, e oa Urraca pa voe anvet da varc'heg war-dro ar bloaz 1060 en iliz Santiago de los Caballeros de Zamora. C'hoar gwellañ karet Alfonso e oa hag e skoazellañ a reas da adc'hounit e rouantelezh ha da c'houarn e vro goude.

Aloubadeg[kemmañ]

Pa varvas Fernando Iañ León e oa drouklaouen-bras e vab henañ Sancho gant an doare ma oa rannet madoù e dad, ma tisklerias brezel d'e vreudeur ha c'hoarezed. Un den brezelgar e oa, evel a voe gwelet buan e Kastilha gant Brezel an Tri Sancho. Diwezhatoc'h e reas brezel d'e vreur Alfonso VI, ha goude e reas emglev gant e vreur Alfonso da vont da aloubiñ rouantelezh Galiza o breur García , er bloaz 1071. Menos de un año después le arrebató a Alfonso su reino y se coronó rey de León y de Galicia, arrebatando a continuación a su hermana doña Elvira la ciudad de Toro, a zo en proviñs Zamora. An infantez Urraca hepken a zalc'has penn a-drek mogerioù Zamora, d'he breur Sancho II, rak aet e oa Alfonso da repuiñ e taifa Toledo, a voe kemeret gantañ diwezhatoc'h. Sancho II a lakaas seziz war Zamora. Seizh miz e padas met kreñv e oa ar mogerioù ha ne voe ket kemeret gant ar roue. Se zo kaoz e larer eus Zamora eo «la Bien Cercada».

Notennoù[kemmañ]

  1. Del Arco y Garay, Ricardo. Instituto Jerónimo Zurita. Conselho Superior de Investigações Científicas. ed. Sepulcros de la Casa Real de Castilla. Madrid. OCLC 11366237.