Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1913
Eus Wikipedia
Philippe Thys, trec'h e 1913
Dalc'het e oa bet 11vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 29 a viz Mezheven hag ar 27 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 388 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Philippe Thys, 26,715 km/e e dizh keitat.
Aet e oa kuit an Dro eus Boulogne-Billancourt (Hauts-de-Seine a-vremañ) hag war-du ar c'hornôg, evit ar wech kentañ, a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter.
Peurdrec'h ar skipailh Peugeot a oa dre ma oa ac'hubet an tri flas kentañ gant ar rederien anezhañ. Dilezet en devoa ar reder breizhat Lucien Petit-Breton goude kouezhañ war al leur e-kerzh ar 14vet tennad-hent.
25 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 140 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Tennadoù-hent e Breizh [kemmañ]
- 3 a viz Gouere : 3de tennad-hent etre Cherbourg (Manche) ha Brest ; trec'h eo Henri Pélissier
Bro-C'hall. - 5 a viz Gouere : loc'het ar 4re tennad-hent eus Brest war-du Ar Roc'hell (Charente-Maritime).
Renkadurioù [kemmañ]
| Renk | Reder | Skipailh | Amzer tremenet war e varc'h-houarn |
|---|---|---|---|
| 1añ | Philippe Thys |
Peugeot | en 197e54'00" |
| 2l | Gustave Garrigou |
Peugeot | + 8'37" |
| 3de | Marcel Buysse |
Peugeot | + 3e30'55" |
| 4re | Firmin Lambot |
Griffon | + 4e12'45" |
| 5vet | François Faber |
Peugeot | + 6e26'04" |
| 6vet | Alfons Spiessens |
J.B. Louvet | + 7e57'52" |
| 7vet | Eugène Christophe |
Peugeot | + 14e06'35" |
| 8vet | Camillo Bertarelli |
— | + 16e21'38" |
| 9vet | Joseph Van Daele |
J.B. Louvet | + 16e39'53" |
| 10vet | Émile Engel |
Peugeot | + 16e52'34" |
Pennad kar [kemmañ]
|
|||||