Tri Roue
Eus Wikipedia
Azeuladeg ar Ti Roue, gant al livour spagnol Bartolomé Esteban Murillo.
Azeuladeg ar Ti Roue, gant Albrecht Altdorfer, war-dro 1530.
An Tri Roue eo ar rouaned meneget en Aviel Mazhev hag a vije deuet da azeuliñ ar Mabig Jezuz nevez-c'hanet da Vetleem hag a vez lidet da zeiz Gouel ar Rouaned, d'ar 6 a viz Genver.
An Tri Roue [kemmañ]
N'eo ket resisaet anvioù an tri roue en Aviel, met pourvezet int bet dezho gant an hengoun.
- Melkior, teñval e groc’hen, a zegas ezañs,
- Gaspar, sklaer e groc’hen, a zegas aour,
- Baltazar, du e groc’hen, a zegas mir.
Er broioù spagnol [kemmañ]
Evel an Tad Nedeleg e vez gwelet an Tri Roue er stalioù bras o kinnig profoù d'ar vugale.
Lennegezh [kemmañ]
- Alanig an Tri Roue, romant gant Roparz Hemon