Trem das Onze

Eus Wikipedia

Trem das Onze ("Tren Unnek Eur") zo ur ganaouenn bortugalek hag ur samba brazilian gant Adoniran Barbosa. Brudet eo bet gant al laz Demônios da Garoa.
Loreet e voe an ton e Carnaval Rio de Janeiro e 1964 gant ar priz Prêmio de Músicas Carnavalescas do IV Centenário do Rio de Janeiro, goude bout dibabet e São Paulo en ur genstrivadeg aozet gant ar chadenn skinwel Rede Globo, ha bet lakaet e-touez an 10 gwellañ kanaouenn-bobl a viskoazh.

Da bemzekvet gwellañ hepken gant ar gelaouenn Rolling Stone Brazil avat[1].

Ar ganaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz zo eus ur paotr eus karter Jaçanã, en hanternoz kêr vras São Paulo (20 milion a dud), ha ne c'hall ket chom e kreiz kêr gant e zousig ken abalamour ma rank kemer tren unnek eur da zistreiñ d'ar gêr, rak emañ e vamm ouzh e c'hortoz ha hi ne gousko ket keit ma ne vo ket distro he mab.

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Demônios da Garoa - 1964
  • Adoniran Barbosa - 1974
  • Caetano Veloso, Maria Gadú - 2010
  • Zeca Pagodinho - 2013

Komzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://web.archive.org/web/20160304111222/http://rollingstone.uol.com.br/listas/100-maiores-musicas-brasileiras/trem-das-onze/

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]