Toull-bac'h Saidnaya

Eus Wikipedia

Toull-bac'h Saidnaya (Arabeg: سجن صيدنايا‎‎) zo un toull-bac'h milourel nepell diouzh Damask e Siria implijet gant gouarnamant Bashar al-Assad. An toull-bac'h a zo bet implijet evit derc'hel milieroù a brizonidi, tud emsavet a-enep ar gouarnamant pe soudarded "disleal". Amnesty International a istime e miz C'hwevrer 2017 "e vefe bet etre 5000 ha 13 000 a dud lazhet hep bezañ barnet e Saydnaya etre miz Gwengolo 2011 ha miz Kerzu 2015." Hervez ministrerezh an diavaez e Stadoù-Unanet Amerika e vefe bet savet ur forn evit distrujañ korfoù ar re jahinet ha drouklazhet. Diskouezet ez eus bet ganto poltriji d'ar 14 a viz Mae 2017.

Lec'hiet eo an toull-bac'h un 30 kilometr bennak en norzh d'ar gêr-benn Damask. Brudet eo Saidnaya evit ar jahinerezh graet da enebourien ar gouarnamantoù sirian.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An toull-bac'h a oa bet savet gant tad Bashar Al-Assad, Hafez al-Assad, evit bac'hañ enebourien e renad. Darn anezho a oa djihadourien. "Diwar un hollad 1400 den e oa 1100 djihadour eus Afghanistan, Irak pe lec'h all"[1]. Pa voe kroget an emsavadeg er vro e 2011 e voe dieubet an holl anezho gant ar renad. Ar re-se a yeas etrezek norzh ar vro ha krouiñ pe emezeliñ e strolladoù djihadourien-sponterien islamek.

Dyab Serrihe, ur stourmer komunour bet toullbac'het etre 2006 ha 2011, en deus bet roet ar muiañ a vunudoù war an toull-bac'h hag an doareoù bevañ eno d'ar c'hevredigezhioù a zifenn gwirioù Mab-Den.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]