Tomatrop

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un tomatrop eus 1825

Un tomatrop zo ur c'hoariell a veze diouzh ar c'hiz e Bro-Saoz d'ar mare viktorian ; dreistpad al luc'hsae eo pennaenn ar c'hoariell-se.
Anzavet eo an tromatrop evel unan eus kentidi ar sinema, hag an tresadennoù-bev pergen.

Savet e oa pep tomatrop diwar ur gantenn pe ur gartenn, gant ur skeudenn war an daou du anezhi, a oa staget ouzh daou damm poell. Pa veze lakaet an tammoù poell da droidellañ buan etre ar bizied em em zreistlakae an eil skeudenn ouzh eben da ziskouez ur skeudenn hepken, a zo ur c'henstroll eus an div.
A-douez ar skeudennoù paotañ e oa ur gwezenn er goañv diouzh un tu hag an hevelep hini en hañv diouzh an tu all, pe c'hoazh ul labous hag ur gaoued.
Alies e oa ivez un tamm barzhoneg, gant ur werzenn war bep tu.

E 1824 e voe ijinet an tomatrop gant ar mezeg saoz John Ayrton Paris (1785-1856), evit diskouez dreistpad al luc'hsae d'e genseurted er Royal College of Physicians e London.[1]
Thaumatrope eo an anv orin, eus ar gerioù henc'hresianek θαῦμα thauma "burzhud" ha τρόπος trôpos "treiñ".

Notennoù[kemmañ]

  1. Dielloù an RCoP

Liammoù diavaez[kemmañ]

Pennadoù kar[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.