Timbroù ar Zoulouland

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timbr ½ penny embannet e 1896
Timbr 1 penny

Statud ur vro gwarezet gant ar Rouantelezh Unanet en deus bet Zoulouland etre 1888 ha 1894. Melestradurezh ar Post a grogas da vezañ oberiant d’ar 1añ a viz Mae 1888, pa emezelas Zoulouland ha Natal da Unvaniezh Postoù ar Bed (U.P.B.). Lakaet e voe e gwerzh timbroù saoz soulgarget gant Natal Revenue Zululand pe "Zululand" hepken e 1888. Etre 1888 ha 1894 ez eus bet graet gant timbroù Natal soulgarget « Zululand ».

E-pad daou vloaz (1894-1896) ez eo deuet Zoulouland da vezañ un drevadenn saoz. Moulet ez bet eta timbroù ispisial gant poltred ar Rouanez Viktoria I, a-zindan an anv « Zululand ».

Lonket e voe ar vro gant trevadenn saoz Natal e 1896 hag implijet timbroù ar vro-se diwar neuze. Un tamm eus Suafrika eo hiriv.

Gwelout : Timbroù Natal