Timbroù Natal

Eus Wikipedia
Timbr gant poltred Edward VII – 1902
Timbr gant poltred Edward VII – 1902

An Natal a oa bet un drevadenn saoz en Afrika ar Su abaoe ar 4 a viz Mae 1843, goude ma oa bet trec’het Republik Boer Natalia. D’an 31 a viz Mae 1910 eo kenteuzet Natal, tiriad Kab ar Spi Mat, Stad Dieub Orañjez hag an Transvaal evit reiñ buhez da Unaniezh Suafrika. Ur proviñs eus Republik Suafrika eo bremañ dindan anv KwaZulu-Natal.

Adalek 1857 ec’h embann melestradurezh saoz an drevadenn timbroù dindan anv an Natal, a-raok na vije implijet timbroù Unaniezh Suafrika.

War-bouez ar rummad timbroù kentañ gant tresadenn ur gurunenn, eo poltred ar Rouanez Victoria pe ar Roue Edouarzh VII a weler war an holl dimbroù.