Timbroù Wenden

Eus Wikipedia
Timbr Wenden 1875
Timbr Wenden 1901

Emañ porzh Wenden e Republik Latvia, war vord ar Mor Baltek. Cēsis eo e anv bremañ. Brudet eo ar geoded o vezañ ma ‘z eus c’hoarvezet eno un emgann taer e miz Even 1919, da vare ar brezel evit dieubidigezh ar Broioù Baltek, etre Alamaned, Latviz hag Estoniz.

Emren e oa postoù ar geoded, ha timbroù zo bet embannet eno adalek 1862 ha betek 1901. D’an 23 a viz Meurzh eo serret melestradurezh lec’hel ar postoù. Timbroù Rusia a vo implijet hiviziken, betek ma vo dieub Latvia etre 1918 ha 1940, hag adal 1990

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]