Timbroù Kreizafrika saoz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Timbr soulgarget B.C.A.
Timbr 1896

An anv « Gwarezva Kreizafrika saoz » (« British Central Africa Protectorate » e saozneg) zo bet roet e 1891 d’ur vro lec’hiet etre Tanzania, Mozambik ha Rhodesia an Norzh (Zambia). Badezet e vo Gwarezva an Nyassaland (« Nyasaland Protectorate » e saozneg) d’ar 6 a viz Gouere 1907. Dindan an anv Malawi e anavezomp anezhi bremañ.

Timbroù Kompagnunezh Vreizh-Veur evit Suafrika ("British South-African Company" pe BSAC) zo soulgarget « B.C.A. » ("British Central Africa" e saozneg) evit bezañ implijet er vro adal 1891. Un toullad tiez-postoù zo digor a-hed ar bloaz, da skouer e Blantyre, Zomba, Chiromo, Port Herald, Fort Mlange, Fort Johnston war vord suañ al lenn, ha Karonga e penn hanternoz al lenn.

Timbr 1897
Timbr 1903

Ezhomm zo bet soulgargañ timbroù BSAC e 1892, 1893, ha 1895. E kreiz ar bloaz diwezhañ-se ez eo lakaet e gwerzh timbroù a-ratozh evit ar gwarezva. Kinnig a reont skoed-ardamez ar vro hag an alc’hwez BRITISH CENTRAL AFRICA. Ar rummad embannet e 1895 zo moulet gant De La Rue war baper hep ritenn, met adalek miz C’hwevrer 1896 e adkavomp ar ritennoù boaz : ur gurunenn hag al lizherennoù CC pe ar gurunenn hag al lizherennoù CA.

E miz Eost 1897 e lakaer e gwerzh skeudennoù nevez, o kinnig ar skoed-ardamez c’hoazh, met aze eo goullo ar foñs pa oa linnenoù splann a-raok.

E 1898 e ra diouer an timbroù 1 penny. Timbroù 3-shilling zo soulgarget e penn kentañ, met d’an 11 Meurzh e tiviz ar gouarnamant embann timbroù soulgarget gant INTERNAL / POSTAGE.

E 1903 ez eus embannet ur rummad mil anavezet e trevadennoù ar Rouantelezh-Unanet, o kinnig poltred ar Roue Edward VII, gant ar meneg BRITISH CENTRAL AFRICA / PROTECTORATE, dezho un dalvoudegezh-werzh a sav etre ur penny to dek lur saoz.

Adanvet e vo « Nyassaland » ar vro e miz Gouere 1907, timbroù dindan an anv-se a vo lakaet e gwerzh.

Levrlennadurezh (e saozneg)[kemmañ]

  • Fred J. Melville : « British Central Africa »
  • De Robeck : « A Pictorial Essay of the 1898 Provisional of British Central Africa – Nyasaland »
  • Henry Hamilton Johnston : « British Central Africa : An Attempt to Give Some Account of a Portion of the Territories Under British Influence North of the Zambesi » (1898)