Timbroù Hong Kong

Eus Wikipedia
Poltred ar Rouanez Viktoria – 1862
Poltred ar Roue Edward VII – 1903

Ur geoded e kreizteiz Sina eo Hong Kong, war vord Mor Sina. Bet eo bet dindan aotrouniezh ar Rouantelezh Unanet etre 1842 ha 1997.

E 1841 zo bet roet lañs da velestradurezh ar postoù e Hong Kong gant ar Royal Mail, war c’houlenn groñs marc’hadourien saoz diazezet e Porzh Viktoria a-raok na vefe al ledenez un drevadenn dindan beli ar Rouantelezh Unanet e 1842. Klemm a raent atav oc'h abegiñ e oa diefedus hervezo servij ar postoù e Sina d’ar c’houlz-se.

D’an 8 a viz Kerzu 1862 e teu er-maez an timbroù kentañ. Alies-tre e vo skeudennaouet poltred pennoù kurunnenet ar Rouantelezh Unanet, ha ma vefe Viktoria, George V pe Elizabeth II, ha diskouez mod-se arouez splann emañ Hong Kong hag annezidi un darn eus impalaeriezh Breizh-Veur.

E 1997 ez eo roet tiriad Hong Kong da Republik Pobl Sina, nemet e vir an tiriad ur statud emren (« Hong Kong Special Administrative Region ») a aotren anezhañ, e-touez traoù all, da embann timbroù gant ar meneg « Hong Kong China » diwar vremañ. Ha n’heller ket ober gant timbroù ar velestradurezh saoz ken evit kas lizhiri.

Gwelet Timbroù Sina