Tikka T1x

Eus Wikipedia
Tikka T1x
Kinnig
Bro Banniel Finland Finland
Mont en-dro Karabinenn-vorailh
Munisionoù .22 Long Rifle, .17 HMR
Produer Sako (dindan an anv Tikka)
Mare produiñ Abaoe 2018
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 2,6 kg / 2,8 kg
Hirder 855 mm / 960 mm
Hirder ar c'hanol 406 mm / 510 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger fiñv 10 kartouchenn
Stummoù Hunter, UPR, MTR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An Tikka T1x zo ur garabinenn-vorailh produet gant an embregerezh finn Sako dindan anv e is-merk Tikka abaoe 2018. Kambret eo evit munisionoù skoet war o zro nemetken (.22 Long Rifle ha .17 HMR).

Orin ha stummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fellout a rae d'an embregerezh Sako ober kevezerezh d'ar c'harabinennoù tchek CZ 455 brudet e bed ar sportoù tennañ en ur ginnig un arm savet gant ar memes doare gwikefre ha gwerzhet d'ur priz tost da hini ar CZ. E 2018 e kinnigas ar merk ar rummad T1x, dindan anv e is-merk Tikka, un embregerezh bet prenet ganti e 1983.[1] Hiziv an deiz e vez gwerzhet teir c'harabinenn er rummad T1x, dezhe div vent kanolioù disheñvel :[2]

  • An T1x Hunter, dezhi ul lamm hag ur fust e koad, savet evit ezhommoù ar chase ;
  • An T1x UPR (Ultimate Precision Rifle), dezhi ul lamm hag ur fust e gwienn wer, savet evit ar sportoù tennañ ;
  • An T1x MTR (Multi Task Rifle), dezhi ul lamm hag ur fust e un danvez sintetek, savet evit bezañ ur c'hempouez etre ezhommoù ar chase hag an tennañ war un dro.

Tost-tre eo an T1x d'ar c'harabinennoù T3x kambret-int evit munisionoù skoet en o c'hreiz.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Tikka T1x .22 LR : The raw truth review war al lec'hienn Everyday Marksman (lennet d'an 13/04/2024)
  2. (en) Hervez pajenn produioù ar merk (lennet d'an 13/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan