Tetris

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tetris
Crystal Clear app ksirtet.png
Embanner Lieseurt
Diorroer Alexey Pajitnov (algoritm orin), kodour Vadim Gerasimov
Aozer Alexey Pajitnov
Rummad Puzzle Game
Doare ar c'hoari Ur c'hoarier pe muioc'h (hervez ar stumm)
Mekanikoù Lieseurt
Media Lieseurt


Tetris a zo ur c'hoari video, e doare ur puzzle-game, savet e 1985 gant Alexei Pajitnov, hag unan eus ar re anavezetañ er bed, e-kichen Pong, Space Invaders, Pac-Man, diazezet war ampartiz, preder ha refleksoù ar c'hoarierien.

Larêt e vez (dre fent) e oa marteze arm vrezel efedusañ an URSS dre ma lakaas bloc'had ar c'hornôg da goll ur bern amzer e-pad amzerioù diwezhañ ar brezel yen.


Meizant ar c'hoari[kemmañ]

Pezioù liv (a-wechoù, n'eus ket a liv, met skeudennoù) eus furmoù disheñvel a ziskenn eus leiñ ar skramm. Ar c'hoarier ne c'hell ket goustadikaat pe harpañ anezhi me tu zo dezhañ buhannat anezhi pe choaz an ankl rotadur (0, 90°, 180° pe 270°) ha da peseurt lerc'h e kouezho. Pa z'eo leuniet ul linenn, diverket eo hag ar bloc'hoù a-us a ziskenn. Ma ne zeu ket a-benn ar c'hoarier da ziverkañ linennoù buan a walc'h, e teu ar skramm da vezañ leun ha kollet eo ar c'hrogad.

Hervez ar c'hazetenner Bill Kunkel, lâret gant Daniel Ichbiah en e levr Bâtisseurs de rêves, "Tetris a respont mat-tre da zisplegadenn ar gwellañ er c'hoari : ur vunutenn evit deskiñ, ur vuhez a-bezh evit mestroniañ".

Istor[kemmañ]

Gnometris

Alexei Pajitnov en deus un diplom e 1979 e kreizenn stlenneg akademiezh Russia, lerc'h ma zeu da vezañ diouzhtu klasker e anavezadur ar c'homz. E 1985, o klask adober unan eus e c'hoarioù karetañ, ar pentomino, ijin a ra ar c'hoari Tetris hag ar program. Buhan-tre, e geneiled a zo tapet er c'hoari adiktivel-tre. An holl akademiezh en em lak da c'hoari.

Pajitnov en deus bet c'hoant neuze da lakaat e brogram war an IBM PC, nevez-flamm. Sikouret eo bet gant Vadim Gerasimov, un hacker.

Diaes eo embann ar c'hoari siwazh, dre m'eo diaes kendrec'hout rener an Akademiezh ar Skiantoù. Pajitnov a zeu a-benn da gendrec'hout Victor Brjabrin, e rener, dre ma lâr e vo holl gwirioù ar c'hoari gant an akademiezh. Bjarbin, a oa e darempred gant ar bed diavaez (ar pezh a oa rall d'ar mare-se), a gas ur gopienn eus ar c'hoari da Novotrade, embanner c'hoarioù hungarat. Pladennigoù a vo kaset e pep lerc'h e Hungaria betek Polonia. Hungaria a oa ivez e bloc'had ar reter ha Robert Stein, ur saozon ganet e Hungaria, a rae eskemmoù reter-kornog hag a oa ajant etrevroadel e kenwerzh ar poelladoù, a vello holl galloudegezh gwerzh Tetris. Gervel a ra Pajitnov ha Brjabrin a gas dezhañ dre faks an aotre evit korvoiñ ar c'hoari etrezek ar c'hornog dre ar gevredigezh Andromedia Software.

Tetris war iPod.

Dre e jubenn, resev a ra an embanner Mirrorsoft ( netra da welet gant Microsoft) an aotre eus Tettris, en ur lakaat ur cheñchamant evit Sinclair ZX Spectrum : al liv. Ar c'hoari a zeu maez e 1987 e Europa hag er Stadoù-Unanet gant ar meneg "Savet er Stadoù-Unanet Amerika, meizad estren". Berzh a raio ar c'hoari.

Hogen, d'ar c'houlz-se ne oa emglev korvoiñ ebet evit ar c'hoari estreget faks Patjinov ha Brjabin. Goude kalzig a gudennoù burevel, Bjarbin hag an Akademiezh a roio gwirioù ar c'hoari da Mirrosoft evit dek vloaz. Dont a ra da vezañ ar c'hoari anavezet er bed a-bezh. Patjinov na gounezo tamm arc'hant ebet : "Ar fed ma kement a dud a gav plijus va c'hoari a zo trawalc'h din", met dont a raio da vezañ brudet er bed a -bezh, evit e desinterest ouzh an arc'hant nemetken marteze.

E 1997, Patjinov a envro er Stadoù-Unanet. Adkemer a ra e 1996 gwirioù ar c'hoari ha krou a ra an Tetris Company

Ar c'hoari a zo lakaet war an holl savennoù, zoken ar c'hoñsolennoù c'hoari hag an iPod (e Genver 2007 eo ar c'hoari gwerzhet ar muiañ war an iPod). Ar stumm Game Boy en deus ivez bet ur berzh bras, tud 'zo o prenañ ar Game Boy evit ar c'hoari-mañ nemetken.

Gameplay diskrivet[kemmañ]

Ar pezhioù[kemmañ]

Pezhioù tetris, hag a zo diazez ar c'hoari, a zo tetrominos. Bez ez eus seizh pezh disheñvel, holl diazezet war ur meskaj pevar pezh karezenneg - ar ger "Tetris" (gant ar rakger gresion tetra-, a dalv pevar) a gemer holl e dalvoudegezh.


Un nebeud skouerioù a cheñchamantoù liv
Pezh Tetris orin Tetris
(Mirrorsoft)
Tetris: The Grand Master
(Arika)
The New Tetris
(H2O Entertainment)
Tetris DS
(Nintendo)
I ruz ruz ruz glas sklaer glas sklaer
O glas glas sklaer melen gwenn melen
T gell gris glas sklaer melen mouk
L mouk melen orañjez mouk orañjez
J gwenn mouk glas glas glas
S gwer glas mouk gwer gwer
Z glas sklaer gwer gwer ruz ruz


Ar seizh pezhioù a zo ar re da heul :

  • Tetris-I.svg, e stumm I, ivez anvet « bazh », « boutin », « barenn » pe « hir ». Savet eo gant pevar karrez o stummañ ul linenn.
  • Tetris-o.png, e stumm O, ivez anvet « karez » pe « blok ». Savet eo gant pevar karrez o stummañ ur c'harrez 2*2.
  • Tetris-t.png, e stumm T. Savet eo gant tri c'harrez e linenn ha gant ur pevare hini dindan ar c'hreiz.
  • Tetris-l.png, e stumm L. Savet eo gant tri c'harrez e linenn ha gant unan en traoñ en tu dehou.
  • Tetris-j.png, e stumm J, ivez anvet « Tu kontrol » pe « gamma ». Savet eo gant tri c'harrez en ul linenn hag unan en traoñ en tu kleiz.
  • Tetris-z.png, e stumm Z, ivez anvet « veskel ». Savet eo gant pevar karrez o stummañ ur c'harrez 2*2 met gant an tu a-us risklet war an tu kleiz.
  • Tetris-s.png, e stumm S, ivez anvet « veskel kontrol ». Savet eo gant pevar karrez o stummañ ur c'harrez 2*2 met gant an tu a-us risklet war an tu dehou.

Pep hini eus ar seizh pezh en deus ul liv hag a zere dezhañ, ha c'hoarierien 'zo ne daolont pleg d'an diforc'h-mañ nemetken. Padal, cheñch a ra liv ar pezhioù hervez ar c'hoarioù hag hervez Tetris Company, n'eus efed ebet war ar c'hoari.

Ar rotadurioù[kemmañ]

Ar c'hoarier a c'hell lakaat da dreiñ meur a wech d'an tu kleiz pe dezhou hervez ar c'hoari, eus 90° pep blok evit pozañ anezhañ d'an doare en deus c'hoant e-pad ma tisken ar blok.

Spas c'hoari[kemmañ]

Restr:Emacs Tetris (detail).png
Emacs Tetris : spas du, kazel treuzwelus ha tetrion griz.

Ar spas c'hoari, ivez anvet "puñs" e-barzh an Tetrisoù kozh ha "matris" e-barzh ar re nevez, a zo ar spas lerc'h ma gouezh ar pezhioù. Ur gazell en deus e foñs, a vez gwelet pe get, ha lerc'h ma vez ment ar kazennoù, ment karez ar blokoù. Bez en deus ivez un "tetrion", lerc'h ma n'eus ket tu d'ar pezhioù tremen, hag a zo harzhoù ar c'hoari.

Hervez Tetris Guidline, ment ar spas c'hoari en norm a zo dek kazenn ledander ha daou warn-ugent kazenn uhelder. Padal, c'hoarioù a lak hirderioù disheñvel evel Tetrinet (daouzek kazenn ledander) pe Tetris Jr. (eizh kazenn ledander).

Lodenn brasañ ar c'hoarioù Tetris en deus, tro-dro d'ar spas c'hoari, kellaouenoù. Bez e vez enno an niver a linennoù leuniet abaoe penn kentañ ar c'hoari, heuliet gant ar poentoù. Da heul e vez al live, a gresk hervez ar poentoù pe al linennoù leuniet, ha seul brasoc'h eo, seul buhanoc'h e gouezh ar pezhioù. Kavet e vez ivez ar pezh, pe meur a hini, a zeuio goudean hini a zo o kouezhañ.

Kouezh ha gravitadur[kemmañ]

Seul uheloch al live lerc'h m'emañ ar c'hoarier, seul buhanoc'h e kouezo ar pezh. D'al live 0, tu zo ober 5-6 fiñv horizontalek a-raok ma kouezfe ar pezh eus ur renk, d'al live 9, n'eus tu nemet ober 1-2 fiñv horizontalek. Al live 15 a zo evel ma vfe pouezet war bir an traoñ diehan, n'eus ket tu fiñval ar pezhioù en un doare horizontalek penn-da-benn. Ar c'hoarier a c'hell neuze klask ober heuliadennoù rotadurioù buhan, dre m'o pozet ur pezh ma n'eus fiñv ebet mui ganti. Ar c'hoarier a c'hell neuze fiñval ar pezh c'hoazh, evit ma ne vfe ket pozet, hag evel-se e c'hell lakaat aezhi en ul lerc'h all. Koulskoude, kollet e vez 1 poent evit pep finv graet pa vez ar pezh diskennet d'an traoñ.

Ma ar c'hoarier a lak ar pezh da vont buhanoc'h (gant bir an traoñ), gounez a ra ur bonus poent. Gounez a ra 1 poent dre karrez diskennet gant an doare-se. Tu zo ivez ober un "hard drop", da laret eo e tiskenno diouzhtu ar pezh, hep ma c'halfe ar c'hoarier fiñval anezhi. Gounezet e vez neuze gant ar c'hoarier 2 poent dre karrez diskennet.

Stummoù Tetris[kemmañ]

A za gant ar PC[kemmañ]

Koñsolennoù Nintendo[kemmañ]

Game Boy (GB)

Game Boy Color (GBC)

Game Boy Advance (GBA)

Nintendo DS (DS)

Nintendo Entertainment System (NES)

Super Nintendo (SNES)

Virtual Boy (VB)

Nintendo 64 (N64)

GameCube (GC)

Wii (Wii)

Koñsolennoù Sega[kemmañ]

Megadrive (MD)

Saturn (SAT)

Dreamcast (DC)

Koñsolennoù Sony[kemmañ]

Playstation (PS)

Playstation 2 (PS2)

Koñsolennoù Microsoft[kemmañ]

XBox

XBox 360 (X360)

Koñsolennoù Apple[kemmañ]

IPod

  • Tetris

IPhone

Koñsolennoù Bandai[kemmañ]

Wonderswan Color

Rekord[kemmañ]

Ar rekord war ur born arkad a za gant Stephen Krogman, ar 5 aviz Even 1999, gant ur skor a 1.648.905[1].

Herelezh[kemmañ]

Ar 6 a viz Even 2009, evit 25vet deiz-ha-blaz ar c'hoari, logo Google a ro un enor da Tetris.

Gwellet ivez[kemmañ]

Liammoù diabarzh[kemmañ]

Patrom:Wikibooks

Ur partienn war Tetrinet.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. (en)Twin Galaxies