Apple

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.


Apple, pe Apple Inc., anvet a-raok Apple Computer Inc., a zo un embregerezh liesbroadel eus ar Stadoù-Unanet arbennikaet àr ar stlenneg. Staliet eo ar sez e Silicon Valley, e Cupertino.

Brudet eo deuet anv an embregerezh da vezañ pa oa deuet an Apple II er-maez e 1977, ha war-lerc'h gant an heuliad Macintosh (abaoe 1984). E 2001 e klaskas Apple ledanaat e oberiantiz en ur vonet àr-zu industriezh ar sonerezh get an iPod, hag e 2003 get an iTunes Store, a-raok monet war dachenn ar pellgomzerezh hezoug get an iPhone (e 2007).

Brudet eo Apple evit an etrefas implijer eeun ha designoù cheuc'h e broduoù, ha dreist-holl evit bezañ roet en tu d'an dud da implijout un deknologiezh nevezadus hag aes evit an dud dizampart. Setu ar pezh 'voe graet gant an etrefas grafikel get prenestri, al logodenn, hag ar skramm Liestouch. An elfennoù-se a lak priz produioù Apple da vezañ uheloc'h eget keidenn ar marc'had hag dre-se e vez gwelet Apple evel ur merk e krec'h ar skalfad.

Istor Apple[kemmañ]

1976-1977 : Deroù an embregerezh[kemmañ]

Un Apple I

Apple Computer, Inc. a zo bet krouet get Steve Jobs ha Steve Wozniak d'ar 1añ a viz Ebrel 1976 a-benn gwerzhañ an urzhiataer Apple I savet gete en o c'harrdi, an urzhiataer get un hewel hag un douchennaoueg, ur mekanik nevez d'ar mare-se. Get an argant gounezet, tu a oa da Jobs ha Wozniak krouiñ un urzhiataer nevez, soñjet o deus sevel un urzhiataer hag a c'hell bout implijet get an holl : an Apple II, get ur memor Video a-benn kavout ar skramm get livioù ha lakaat rac'h an elfennoù en ur voest plastek bravoc'h.

1977-1981 : an Apple II hag e pennvad[kemmañ]

An Apple II a veze gwerzhet fonnus, unan ag an tri urzhiataer o deus krouet marc'had an urzhiataer personel, e-keit-se e tivizas Apple cheñch logo evit dibab an aval. Jobs a raktresas tri urzhiataer nevez evit ar stlennegezh en embregerezh : Sara, Lisa ha Macintosh.

1981-1990 : ar Macintosh[kemmañ]

Ur Macintosh

Un urzhiataer gortozet e-pad pell eo, ha kalz gwelloc'h eget an Apple II mes kentoc'h graet evit ar studierien Skol-Veur hag al labourerien speredek. Tro-dro da gant-mil skouerenn a vo gwerzhet e-pad ar c'hwec'h miz kentañ. Kendalc'her a reas memestra Apple da werzhañ ha da ziorroiñ an Apple II.

1990-1998 : ar blezioù diaes[kemmañ]

Diaesoc'h diaesañ eo da Apple enebiñ doc'h Microsoft war ar marc'had dre ma eo ar PC izel e brizioù. Un drederenn ag ar postoù a vo lamet a-benn savetiñ an embregerezh.

1998-2001 : an iMac[kemmañ]

An iMac a lakey Apple d'ober e gentañ blez gounidigezh abaoe 1993, adnevelezh Apple en un doare dre ma eo bet gwerzhet eizh kant mil skouerenn e 1998. E 1999 e krog Apple d'ober urzhiataerioù-doug iMac hag iBook. Memes ar poelladoù Mac OS a gemm da vout Mac OS X e 2000, gant un etrefas sklaeroc'h ha plijusoc'h da implijout.

2001-2005 : An iPod[kemmañ]

Ar merk he deus ledanaet e oberiantiz àr-zu ar sonerezh dre zigoriñ ur stal sonerezh àr ar rouedad, an iTunes Music Store e miz Ebrel 2003, ur stal enframmet er poellad iTunes, implijet evit an iPod hag an urzhiataer.

Produioù Apple[kemmañ]

Listenn produioù Apple[kemmañ]

  • Ar Beñvegoù foto numerek QuickTake ;
  • Ar Skrammoù Urzhiataer : AudioVision Display, Multiple Scan, AppleVision, ColorSync, Apple Studio Display et Apple Cinema Display ;
  • Ar Moullerezhioù : ImageWriter, StyleWriter, Color StyleWriter ;
  • Ar Moullerezhioù Laser : LaserWriter, Personnal LaserWriter, Color LaserWriter ;
  • Ar Skannerioù diell : Apple Scanner, Apple OneScanner, Apple Color OneScanner ;
  • An Airport, kartoù ha bonnoù Wi-Fi ;

Listenn poelladoù Apple[kemmañ]

Lodennoù marc'had[kemmañ]

Gwerzhioù urzhiataerioù personel ha lodennoù marc'had
Blez Bed Bro-C'hall Stadoù-Unanet
unanienn gwerzhet LM LM* LM
2009 10 400 000
2008 9 720 000
2007 2,88 % 5,6 %
2006 5 645 000 2,5 % 2,9 % 4,7 %
2005 4 742 000 2,3 % 2,4 % 4,0 %
2004 3 507 000 2,0 % 2,2 % 3,3 %
2003 3 098 000 2,0 % 3,2 %
2002 3 098 000 2,2 % 2,8 %
2001 3 215 000 2,4 % 3,2 %
2000 3 733 000 3,5 % 4,0 %
1999 3 448 000 3,4 %
1998 2 763 000 2,6 % 4,9 %
1997 2 874 000 3,2 % 5,5 %
1996 3 960 000 5,3 % 7,8 %
1995 4 500 000 7,9 % 14,1 %
1994 3 800 000 8,3 % 14,7 %
1993 3 300 000 9,4 %
1992 2 500 000
1991 2 100 000
1990 1 300 000
1989 1 100 000
1988 900 000
1987 550 000 15 %
1986 380 000
1985 200 000
1984 372 000
  • LM= Lodennoù Marc'had