Terra dei fuochi

Eus Wikipedia
Tan war ar maez gant lastez etre Pascarola ha Caivano e Mezheven 2012.
Tric'horn ar marv, etre Acerra, Nola, ha Marigliano.
Tan e Giugliano e 2008.
Tan e Villaricca e 2011.

Terra dei fuochi zo un anv roet er bloavezhioù 2000 d'an tolead bras e Campania, e kreisteiz Italia, ma vez skoet lastez a bep seurt war ar maez gant ar mafia lec'hel ha devet, dizamant ouzh dañjer ar moged kontammus war yec'hed tud ar vro. Miliadoù a danioù zo bet c'hwezhet evel-se gant tud eus camorra proviñsoù Napoli ha Caserta.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ ma voe implijet an anv terra dei fuochi a voe e 2003, er Rapporto Ecomafie 2003 savet gant Legambiente, ar brasañ aozadur a zifenn an endro en Italia. Goude-se e voe implijet ivez gant ar romantour Roberto Saviano en e levr Gomorra, e 2006, evel titl unnekvet ha diwezhañ pennad al levr.

E 2013, goude un dale a 16 vloaz e voe savet gouel ar sekred diwar kofesadennoù ar c'h-camorrista Carmine Schiavone, penn-bras klan ar g-Casalesi.

D'ar 16 a viz Du 2013, e voe ur vanifestadeg vras e Napoli evit embann an droug graet d'an endro ha da yec'hed an dud.

D'an 10 a viz kerzu 2013, e voe tapet Cipriano Chianese, eus klan ar g-Casalesi, gwelet evel pennaozer ar gwalloberoù.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Terra dei fuochi zo un dachenn a 1076 km², enni 57 kumun, ma vev 2 vilion hanter a dud. Teir c'huun ha tregont zo e proviñs Napoli ha 24 c'humun e proviñs Caserta[1].

E-touez ar c'humunioù-se emañ re Qualiano, Giugliano in Campania, Orta di Atella, Caivano, Acerra, Nola, Marcianise, Succivo, Frattaminore, Frattamaggiore, Mondragone, Castelvolturno ha Melito di Napoli ; miliadoù a zevezhioù-arat zo kontammet en holl.

Diwar an tan e sav moged karget a zioksin, ha hennezh a vefe kaoz da grign-bev ar vugale[2].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (it) Diell.
  2. (it) Positano.