Teirroeñveg
Neuz
Un teirroeñveg (Τριήρεις / Triếreis e gregach), a oa ul lestr-brezel en Henamzer er Mor Kreizdouar. Ur ouel a oa d'al lestr ha 170 roeñver warnañ, lakaet e teir regennad. Listri skañv e oa an teirroeñvegoù. E penn an aros e oa ur beg arem a glasked sankañ e korf listri an enebourien.
Implijet e voent adalek ar VIvet kantved kent JK betek ar IVvet kantved kent JK, ha gant ar Romaned betek ar IVvet kantved, en abeg d’an efedus ma oant.
Kentañ ha brudetañ emgann ma voent implijet eo emgann Salamis e 480 kent JK, etre listri Hellaz ha re Persia, a oa kalz niverusoc’h. Trec’h e voe emgannerien Hellaz.
Ar roeñverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir regennad e oa a bep tu, hag e pep regennad :
- e nec’h e oa 31 tranit ("thranitai").
- izeloc’h e oa 27 zigit ("zygioi").
- izeloc’h c’hoazh, e kof al lestr, e oa 27 talamit ("thalamioi")