Teirroeñveg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mont da : merdeiñ, klask
Un teirroeñveg hellazat

Un teirroeñveg (Τριήρεις / Triếreis e gregach), a oa ul lestr emgann en Henamzer. Ur ouel a oa dezhi ha 170 roeñver warni, lakaet e teir regennad. Listri skañv e oa an teirroeñvegoù. E penn an aros e oa ur beg arem a glasked sankañ e korf listri an enebourien.

Implijet e voent adalek ar VIvet kantved kent JK betek ar IVvet kantved kent JK, ha gant ar Romaned betek ar IVvet kantved, en abeg d’an efedus ma oant.

Kentañ ha brudetañ emgann ma voent implijet eo hini Salamin e 480 kent JK, etre listri Hellaz ha re Persia, a oa kalz niverusoc’h. Trec’h e voe bellourien Hellaz.


Patrom un teirroeñveg hellazat, graet e koad

[kemmañ] Ar roeñverien

Troc’hgwel eus un teirroeñveg hellazat

Teir regennad e oa a bep tu, hag e pep regennad :

  • e nec’h e oa 31 tranit ("thranitai").
  • izeloc’h e oa 27 zigit ("zygioi").
  • izeloc’h c’hoazh, e kof al lestr, e oa 27 talamit ("thalamioi")

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
E yezhoù all