Túpac Amaru II

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Túpac Amaru II
Kondaonet e voe Tupac Amaru II da vezañ dibezhiet.

José Gabriel Túpac Amaru II ( Tinta, Besrouantelezh Perou,19 a viz Meurzh 1742Cuzco, 18 a viz Mae 1781), pe José Gabriel Condorcanqui Noguera, a gemeras penn un emsavadeg e 1780 gant Indianed k'ana ha qanchi a-enep an drevadennerien spagnol e Perou. Brasañ emsavadeg Amerika en XVIIIvet kantved e voe.

Tapet e voe, war un dro gant e vugale hag e bried, ha jahinet ha lazhet e 1781: e Cuzco.

Hiziv an deiz eo un arouez eus stourm an Indianed e Kreisteizamerika ha bepred ur skouer d'an emsaverien .

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa José Gabriel Condorcanqui Noguera (19 a viz Meurzh 1742 e Tinta, e proviñs Cusco, ha skoliet e voe e skol San Francisco de Borja dalc'het gant ar jezuited, en ur zerc'hel d'e sevenadur indian.

En 1760, e timezas da Micaela Bastidas Puyucahua. Perc'henn pinvidik e oa ha curaca (penn tiegezh indian), ha lavarout a rae diskenn dre e dadoù eus an Inka diwezhañ, Túpac Amaru, lakaet d'ar marv gant ar Spagnoled er XVIvet kantved. Túpac Amaru II a veze graet anezhañ. Túpac Amaru a zo « naer skedus » en ketchwaeg. Hogen ober a rae gant e zaou anv.[1]

D'ar 4 a viz Du 1780 e kemeras penn un tabut bras a-enep corregidor Tinta, Antonio de Arriaga, ha lakaat a reas krougañ anezhañ.[1]. Bodañ a reas c'hwec'h mil Indian hag aloubiñ ganto meur a broviñs: Quispicanchi, Cotabambas, Calca ha Chumbivilcas. Goude bloavezhiadoù a waskerezh setu an Indianed o preizhata e tier ar Spagnoled hag o lazhañ ar berc'henned. Kement-se a voe anvet ar «Gran rebelión» ( an Emsavadeg vras) a c'hoarvezas e Besrouantelezh Río de la Plata ha Besrouantelezh Perou. Kerzhout a reas war-du Cuzco, ha d'an 18 a viz Du e voe trec'h Amaru e Sangarara war ur bagad 1800 soudard (Spagnoled hag Indianed feal dezho) kaset en o arbenn.


Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 Enciclopedia Temática del Perú. Tomo II: Conquista y Virreinato. José Antonio del Busto Duthurburu. Lima, Orbis Ventures, 2004.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Marie-Danielle Demélas, « Tupac Amaru II ou le mythe de la rébellion des Andes », in L'Histoire , n°322, Gouhere 2007.

Liammoù diavaez[kemmañ]