Symkaria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Symkaria en Europa

Symkaria a zo ur vro vihan eus Europa ar reter ijinet gant Stan Lee ha gwelet e Hollved Marvel (saozneg : Marvel Universe). Ur roueelezh eo, hag ar memes familh a zo bet e penn ar vro abaoe 300 vloaz. Anavezet eo ar vro gant ar Broadoù Unanet e Hollved Marvel.[1]

Titouroù[kemmañ]

Lec'hiadur: er Balkanoù, e-kichen Treuzsilvania ha Latveria
Gouarnamant: roueelezh-parlamant, gant tri strollad politikel (ozhac'h-meur : King Stefan, kentañ ministr : Alphonse Gallatik)
Alioù d'ar veajourien: hini ebet, met harz norzh Symkaria ha Latveria a zo serret.
Perzhioù dibar: E Symkaria e veze aozet prosezoù torfedourien vrezel Europa.

E Symkaria emañ Silver Sable hag he strollad anvet Wild Pack o chom. Stourm a ra Silver Sable hag he skipailh ouzh torfedourien nazi. E Symkaria emañ ivez V-battalion o chom. Ur skipailh e garg gwareziñ ar bed eo.

Notenn[kemmañ]

  1. Peter Sanderson : The Marvel Comics Guide to New York City, Pocket Books, 2007, New York City, p. 62–63, ISBN1-14653-141-6