Strollad Labourerion an Izelvroioù (aozadur sevel)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Strollad Labourerion an Izelvroioù (aozadur sevel) (en izelvroeg: Arbeiderspartij van Nederland (opbouworganisatie), APN(o)) a oa anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet en Izelvroioù e 1980 da heul un disrann e dibarzh Aozadur Komunour al Labourerion (Marksour-Leninour).

Sevel a rae ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Strollad Labour Albania.

Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn Revolutionaire Arbeider ("Labourer Dispac'hel")