Stragon

Eus Wikipedia
Stragon

Stragon zo plant padus, glas-don o liv, a vez implijet o delioù hag o c'horz, c'hwezh vat gante, da reiñ blaz d'ar boued. Dont a reont eus kreisteiz Rusia ha Siberia. Gounezet e vezont en Europa abalamour da demzañ meuzioù. An delioù zo enne vitaminoù A ha C. Artemisia dracunculus eo o anv skiantel. Diouzh an anvioù latin, italianek (estragone, pe dragoncello) ha spagnolek (estragon pe dragoncillo) e weler pegen kar eo ar ger d'an erevent, pe dragoned.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]