Stephenie Meyer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stephenie Meyer
Stephenie Meyer
Stephenie Meyer e miz Ebrel 2009
Anv ofisiel Stephenie Morgan
Obererezh skiant-faltazi, romantoù evit ar grennarded
Ganedigezh 24 a viz Kerzu 1973
e Hartford, Connecticut
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
  • Twilight (2005)
  • New Moon (2006)
  • Eclipse (2007)
  • Breaking Dawn (2008)

Sinadur Stephenie meyer signature.svg

Lec'hienn ofisiel www.stepheniemeyer.com/

Stephenie Meyer (24 a viz Kerzu 1973, Connecticut) a zo ur skrivagnerez stadunanat. Brudet eo an heuliad pevar romant he deus skrivet evit ar grennarded : Twilight, New Moon, Eclipse ha Breaking Dawn. Enno e kont istor ur grennaredez a 17 vloaz anvet Bella, hag a ya da chom da di he zad en ur gêr drist anvet Forks. Eno e kej ouzh Edward, ur studier kevrinus ha brav-kenañ. D’ar 6 a viz Mae 2008 ez eo deuet The Host er-maez er Stadoù-Unanet, ur romant evit an dud deuet eo, ennañ ur meskaj skiant-faltazi hag istor karantez.

He buhez[kemmañ]

Stephenie Meyer a gasas he bugaleaj e Phoenix (Arizona). Un diplom war al lennegezh saoznek a dapas kaout e Brigham Young University e Provo (Utah). Eno ivez e kejas gant he gwaz. Pevar mab o deus hiziv an deiz. Meyer a lavar e teuas awen dezhi a-drugarez d’un huñvre a reas d’an 2 a viz Even 2003. An huñvre-se e a gont e 13vet pennad ar romant. Goude bezañ skrivet ar romant kentañ e sinas ur gevrat gant an ti-embann Little, Brown and Company. Er penn-kentañ ne felle ket d’an embanner e vefe skrivet ur pevare lodenn, met asantiñ a reas pa welas ar berzh a rae an tri romant kentañ. [1]

Oberennoù[kemmañ]

Twilight :

  • 1. Twilight (2005)
  • 2. New Moon (2006)
  • 3. Eclipse (2007)
  • 4. Breaking Dawn (2008)
  • The Short Second Life of Bree Tanner (2010; novella)
  • Prom Nights from Hell (section, 2007)
  • The Host (2008)

Notennoù[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]