Stargate SG-1
Stirad skinwel Kanadian ar skiant-faltazi eo Stargate SG-1, krouet gantañ Brad Wright ha Jonathan Glassner. Hi a awen ar film Stargate, dor ar stered. Da Vro-c'hall, en deus skignet abaoe ar 16 C'hwevrer 1998 war Sérieclub hag abaoe an 10 Genver 1999 war M6. He deus harpet an 8 Kerzu 2007 e-kreiz ar koulz dekvet. Daou stirad skinwel deveret en deus ar stirad skinwel : Stargate Atlantis e 2004 ha Stargate Universe e diorenn.
Taolenn |
Synopsis [kemmañ]
Ar stirad a zo istor ur skipailh eus an arme amerikan, skour an Air Force hag a za da weladenniñ planedennoù all a drugarez da Dor ar Stered. Un doare brezel a reont a-enep ur ouenn ezdouarad arvevad anvet ar Goa'uld hag adalek ar c'houlzad 9 ez eus an Oris. Ar Goa'uld a zo mestr war ul lodenn vras eus planedennoù ar galaksienn, ober a reont van da vezañ doueed mytologel denel hag an Oris en em sant gwir doueed sujer. E-kerzh o beajoù e kej ar skipailh SG-1 pobladoù peoc'hus ivez evel an Nox pe an Asgarded.
Oberourien [kemmañ]
Tudennoù pennañ [kemmañ]
A-vremañ [kemmañ]
| Anv ha raganv: | Derez-karg | Perzh | Lec'h | Gouen | Statud bremañ | Aktour |
|---|---|---|---|---|---|---|
| Hank Landry | Major Jeneral | E karg eus SGC (koulzad 9 ha 10) | SGC | Tau'ri | Bev | Beau Bridges |
| Samantha Carter | Capitaine ha goude Major, Letanant-Koronal ha Koronal | E-barzh skipailh SG1 abaoe ar penkentañ, gourc'hemenn a ra Atlantis adalek ar c'houlzad 4 eus Stargate Atlantis | SG1 | Tau'ri | Bev | Amanda Tapping |
| Cameron Mitchell | Letenant Koronal ha goude Koronal | E-barzh ar skipailh SG1 abaoe ar c'houlzad 9 ha commandant du vaisseau terrien Odyssée dans L'Arche de la Vérité | SG1 | Tau'ri | Bev | Ben Browder |
| Daniel Jackson | Mezeg | E-barzh skipailh SG1 abaoe ar penkentañ | SG1 | Tau'ri | Bev | Michael Shanks |
| Teal'c | Primad kozh eus Apophis | E-barzh skipailh SG1 abaoe ar penkentañ | SG1 | Jaffa | Bev | Christopher Judge |
| Vala Mal Doran | Goa'uld kozh | E-barzh skipailh SG1 abaoe ar c'houlzad 10, gwelet 'oa bet gwechoù 'zo a-raok | SG1 | Denel | Bev | Claudia Black |
Tudennoù pennañ kozh [kemmañ]
| Anv ha raganv | Derez-karg | Perzh | Lec'h | Gouen | Statud bremañ | Aktour | |
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| George Hammond | Major Jeneral ha goude Letenant Jeneral | E-karg eus ar SGC (koulzad 1 da 7), kiriek eus an difenn douarel | SGC | Tau'ri | Marv | Don S. Davis | |
| Jack O'Neill | Koronal, Brigadier Jeneral ha goude Major Jeneral | E-penn ar SG-1 (koulzad 1 da 7), kiriek eus ar SGC (saison 8), kiriek eus an difenn douarel | SGC | Tau'ri | Bev | Richard Dean Anderson | |
| Jonas Quinn | Ezel kozh eus ar strollad SG1 e-kerzh ar c'houlzad 6 | Bet eus ar SG1 | Kelownian | Bev | Corin Nemec |
Gouennoù pennañ [kemmañ]
E-kerzh o beajoù war ar planedennoù liammet gant dor ar stered eus hor galaksien, o deus skipailhoù an SGC kejet gant ur bern pobladoù ha gouennoù disheñvel. Ul lodenn eus ar bobloù-se a zo kentidig-tre, met re all a zo gant teknologiezhioù uheloc'h eget an dud war an Douar (an Tollans da skouer). Setu da heul ul listenn eus ar gouennoù pennañ :
Meur a miliadoù a bloavezhioù 'zo o deus ar gouennoù brasañ er galaksien en em lakaet a gevred evit sevel un emglev anvet "Emglev ar pevar ouenn", n'anavezer ket pal an emglev-se :
Ouzhpenn an emglev-se e kaver ar ouennoù da heul, a-enep pe gant an Tau'ri (tud an Douar)
- Ar Goa'uld
- Ar Jaffa
- An Tok'ra
- Ar Replicator
- An Ori
Rannoù [kemmañ]