St. James Infirmary

Eus Wikipedia
Louis Armstrong (1953)
St. James Infirmary (Tenor-Saxophon)
Hugh Laurie o kanañ St. James Infirmary Blues (2012)

St. James Infirmary, anavezet ivez evel "Gambler's Blues", zo ur ganaouenn saoznek stadunanat. Diasur eo anv ar sonaozer anezhi, petra bennak ma vez lakaet war gont Joe Primrose (ul lesanv da Irving Mills (1894-1985) a vefe bet perc'henn ar gwirioù warni. Hervez Robert Harwood e vefe bet savet gant daou soner, Phil Baxter ha Carl Moore[1] hag ar re-se a ankouaas disklêriañ e oant oberourien ar ganaouenn.

Brudet eo bet gant sonenrolladur Louis Armstrong[2] e 1928, petra bennak ma ne oa ket an enrolladur kentañ.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet eo St. James Infirmary war ur werz saoz eus an XVIIIvet kantved, anvet "The Unfortunate Rake", hag anavezet ivez evel "The Unfortunate Lad" pe "The Young Man Cut Down in His Prime". Kontañ a rae istor ur soudard a foet e wenneien gant gisti, hag a varv gant kleñved Naplez.

Koulskoude ne gaver ket nemeur a zarempred etre komzoù an div ganaouenn, an hini saoz, hag an hini stadunanat. Kontet e vez e teu an anv St. James Infirmary eus St. James Hospital en Londrez, ur c'hlañvdi ma veze dalc'het al lovrien. Met serret e voe e 1532 gant ar roue Henry VIII a savas eno St. James Palace (Palez Sant James).

Kanerien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kentañ ma voe enrollet a voe e 1927 gant Fess Williams and his Royal Flush Orchestra, hag anvet "Gambler's Blues". Kaoz zo eus un infirmary er ganaouenn, hep anv resis avat. Brudet e voe buan, hag a-benn 1930 e oa un triwec'h doare disheñvel gant arzourien a bep seurt.
  • Meur a zoare a voe enrollet gant The Duke Ellington Orchestra dindan lesanvioù evel "The Ten Black Berries", "The Harlem Hot Chocolates" ha "The Jungle Band".
  • E 1933 e kane Cab Calloway un doare all er film Betty Boop - Snow White, ma weler Koko the clown o tañsal.
  • E 1945, gant Tony Bennett, p'edo oc'h ober e servij-soudard en Alamagn, gant ul laz eus al lu stadunanat (kentañ enrolladenn ar c'haner)
  • E 1956, "St. James Infirmary" kanet gant Scatman Crothersas war an albom Rock 'N' Roll With Scat Man.
  • E 1959, "St. James Infirmary" kanet gant Snooks Eaglin en albom "New Orleans Street Singer", evit Folkways Records .
  • E 1961, "Saint James Infirmary", Bobby "Blue" Bland, en e albom Two Steps From The Blues.
  • E 1963, gant Lou Rawls en e albom Back and Blue.
  • E 1965, ar ganaouenn anvet "Old Joe's Barroom" gant ar soner banjo Dock Boggs
  • E 1967, gant al laz The Standells en o albom "Try It"
  • E 1968 gant ar c'haner saoz Eric Burdon, gant al laz The Animals, er bladenn Every one of us e 1968[3].
  • E 1969 ha 1970, e veze sonet gant The Doors en o sonadegoù, tre war-lerc'h Light My Fire.
  • E 1972 gant Joe Cocker en e albom Joe Cocker, enrollet en ur sonadeg,
  • E 1981, e voe azasaet gant Bob Dylan evit sevel "Blind Willie McTell." Ma tlee bezañ enrollet hag embannet er bladenn Infidels e 1981 ne voe embannet nemet e The Bootleg Series, Vol. 1-3: Rare and Unreleased, 1961-1991 (Columbia, 1991)[4].
  • E 1984 gant Canadian Brass en o albom Basin Street .
  • E 1995 e doare ur blues gant The James Solberg Band, en o albom See That My Grave Is Kept Clean.
  • E 2006, gant The Devil Makes Three, en o albom A Little Bit Faster And A Little Bit Worse, ma'z eo anvet St James).
  • E 2003 gant Van Morrison en albom What's wrong with this picture ;
  • E 2004 gant Bob Mintzer en albom Bop Boy ;
  • E 2006 gant The Devil Makes Three en albom A little bit faster and a little bit worse ;
  • E 2007 gant Kevin Mark en albom Cuttin' Loose ;
  • E 2009 gant Allen Toussaint en albom The Bright MississippI ;
  • E 2010 gant Rising Appalachia en albom Sails of self ;
  • E 2011 gant Hugh Laurie en albom Let Them Talk ;
  • E 2012 gant Rickie Lee Jones en albom The Devil You Know
  • E 2016 gant Cold Folks en albom Descendre En Haut
  • E 2017 gant Mark Lanegan er stirad American Gods ;
  • E 2017 gant Jane Doe (kanerez)[5]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]