Sophie Charlotte von Hannover

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sophie-Charlotte von Hannover
Bez Sophie-Charlotte er Berliner Dom.

Sophie Charlotte (1668–1705) a oa ur briñsez alaman eus ar XVIIvet kantved.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da Ernst August, dilenner Hannover adalek 1698, ha d'e bried Sophie von der Pfalz. Filhorez e oa d'he c'heniterv Liselotte von der Pfalz, a oa merc'h-kaer d'ar roue gall Loeiz XIV.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimezet e voe e 1684 da briñs-dilenner Brandenburg, Friedrich III von Brandenburg, intañv goude marv e bried kentañ er bloaz a-raok.

Daou vab o doe:

E 1701 avat e teuas he fried da vezañ roue Prusia ha Sophie Charlotte a voe kentañ rouanez Prusia. Mervel a reas tri bloaz goude e 1704.

Addimeziñ a reas he fried intañv, tri bloaz goude, en 1708, da Sophie Luise von Mecklenburg-Schwerin (1685-1735).

Kastell[kemmañ]

Anvet eo kastell Charlottenburg, e Berlin, diwar hec'h anv dezhi.