Sol de Mayo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sol de Mayo war banniel Arc'hantina, 1818
Sol de Mayo war banniel Uruguay, 1828

Sol de Mayo (pe Heol Mae) eo anv an arouez a weler war bannieloù Arc'hantina hag Uruguay.
Arouez an doue-heol inka Inti an hini eo, hag unan eus arouezioù broadel an div vro-se.

Ar gerioù "de Mayo" a ra dave d'ar pezh a anver Revolución de Mayo, a c'hoarvezas er sizhun eus an 18 d'ar 25 a viz Mae 1810, hag a voe deroù an argerzh didrevadenniñ a voe lakaet fin gantañ da stagidigezh Besrouantelezh Río de la Plata ouzh Spagn.