Smith & Wesson Model 17

Eus Wikipedia
Smith & Wesson Model 17
Image illustrative de l'article Smith & Wesson Modèle 17

Revolver Smith & Wesson Model 17 K-22
Kinnig
Bro orin Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver
Kalibr .22 Long Rifle
Saver Smith & Wesson
Bloavezh krouidigezh 1947
Pouez ha muzulioù
Hirder ar c'hanol 150mm
Perzhioù teknikel
Mont en-dro Revolver un ober / daou ober (SA/DA)
Dalc'h Taboulin 6 tenn (model 17 pe model 617 kentañ), 10 tenn (model 617 diwezhañ)
Stummoù all Model 617, Model 53
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Smith & Wesson Model 17 zo ur revolver c'hwec'h tenn kalibr .22 Long Rifle produet gant an embregerezh amerikan Smith & Wesson. Savet eo tro-dro d'ar stern K, ment krenn ar merk.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar Smith & Wesson 16 ha 17 eus revolverioù ar bloavezhioù 1930 ha 1940. Ar revolver K-32 Masterpiece, savet e 1935, a oa kambret e .32 S&W Long. Harzet eo bet produiñ an arm e-pad an Eil Brezel Bed. E 1947 e voe produet adarre ha lakaet e gwerzh asambles gant ur stumm kambret e .22 LR, ar K-22 Masterpiece. Hemañ zo deuet da vezañ ar Model 17 goude[1].

Dileusket eo bet ar Model 16 gant ar merk e 1983 dre ma ne oe ket poblek ken ar c'halibr .32 S&W Long. Chomet eo a-sav produiñ ar Model 17 e 1998 abalamour e felle d'ar merk produiñ nebeutoc'h a armoù enne dir glasaet.

Perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Model 17 zo dezhañ ur vizerez a-dreñv a c'haller reoliañ hag ur vizerez war beg ar c'hanol mod Patridge. Soñjet eo bet evel ur revolver sport hag e c'halle bezañ prenet er bloavezhioù 1960 gant tri opsion, an "Tri T" : Target Trigger, Target Hammer ha Target Grips. Hirderioù standart ar c'hanolioù a oa 4" (101,6mm), 6" (152,4mm) ha 8 3/8" (212.7mm). Ar Model 17-6, 4" e ganol, ne weler ket alies peogwir e oa ar Model 18 tost heñvel outañ, dezhañ ur c'hanol 4" ivez[2].

Stummoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Smith & Wesson Model 18
  • 22 Combat Masterpiece
  • Smith & Wesson Model 617
  • Smith & Wesson Model 53

Bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Smith & Wesson zo adkroget da broduiñ ar revolver-mañ e 2009 dindan an anv Model 17 Masterpiece abalamour da gresk ar goulenn war revolverioù mod-kozh ar merk, evel ur pemzek arm kozh bennak savet ganto.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Shideler, Dan (2009). The Gun Digest Book of Modern Gun Values: The Shooter's Guide to Guns 1900-Present, Gun Digest Books (in en). ISBN 0-89689-824-5. 
  2. Supica, Jim (janvier 2007). Standard Catalog of Smith & Wesson, F+W Media, Inc (in es). 394 p. ISBN 0-89689-293-X. 

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan