Skritur tibetek
N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg met un abugida evel an holl doareoù-skrivañ krouet diwar skwer doareoù-skrivañ yezhoù India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar VIIvet kantved hervez ar mojennoù.
Implijet e vez evit skrivañ an tibeteg hag ivez an dzongkha (pe bhutaneg).
Daou stil pennañ a vez implijet dre vras: ar skritur u-can (Dbu-can), skrivet pe moullet gant ul linenn a-us d'al lizherennoù evel en devanagari hag ar skritur u-mey (Dbu-med), "dibenn".
Luziet a-walc'h eo doare-skrivañ an tibeteg e-keñver distagadur ar yezh, rak er skritur e vez graet dave da kengerioù na vezont ket distaget. Abalamour da se e vez gwelet alies a-walc'h doareoù disheñvel evit skrivañ an tibeteg gant al lizherennoù latin: un treuzlizherennadur rik a diskwel pep lizherenn er skritur tibetek ha mut e vefe pe get, d.s. "dbu-med"; hag un treuskrivadur a diskwel penaos e vez distaget pep ger hep ober van d'an doare ma vez skrivet hervez reolennoù ar skritur tibetek, d.s. "u-mey".
Dre ma'z eus ar skritur tibetek un abugida anezhañ e talvez pep lizherenn diazez d'ur silabenn enni ur gensonenn digemm hag ur vogalenn diazez ("a") a c'hell bezañ kemmet dre ouzhpennañ skrapoù a bep seurt anvet vogalennoù stag.
Lizherennoù kevrennek a vez implijet ivez evit skrivañ meur a vogalenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.
Ouzhpenn-se e vez lakaet ur pik (tseg) etre pep silabenn. Dre ma'z eo unsilabenneg darn vrasañ gerioù an tibeteg e talvez kement-mañ hogozig da lakaat ur pik etre pep ger.
Taolenn |
Ar c'hensonennoù [kemmañ]
Setu an 30 lizherenn kensonennel diazez:
| ཀ ka | ཁ kha (k’a) | ག ga | ང nga (n̄a) |
| ཅ ca | ཆ cha | ཇ ja | ཉ nya (ña), |
| ཏ ta | ཐ tha (t’a) | ད da | ན na, |
| པ pa | ཕ pha (p’a) | བ ba | མ ma, |
| ཙ tsa | ཚ tsha (ts’a) | ཛ dza, | |
| ཝ wa | ཞ zha (ža) | ཟ za, | |
| འ 'a | ཡ ya | ར ra | ལ la, |
| ཤ sha (s’a) | ས sa, | ||
| ཧ ha | ཨ a |
Kensonennoù ispisial [kemmañ]
Implijet e vez un nebeut lizherennoù ispisial dre dreiñ lizherennoù all evit skrivañ kensonennoù tro-gil o tont eus ar sañskriteg:
Troet e vez "ta", "tha", "da", "na", "sha" > ཊ ṭa (Ta), ཋ ṭha (Tha), ཌ ḍa (Da), ཎ ṇa (Na), and ཥ ṣa.
Ar vogalennoù [kemmañ]
Setu penaos e vez implijet ar vogalennoù stag:
ཀ ka, ཀི ki, ཀུ ku, ཀེke, ཀོ ko